Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
An Aotrou ANATOL AR BRAZ, eur Breizad brudet, o skriva diwar-benn « Alanik al Louarn » nevez-moullet, a lavare d’e oberour :
Trugare d’ec’h, a greiz kalon ;
Sklèr ê ar vouez ha braw ar zon.
Patelinn-goz e-mès e ve
Zo lammet, gant eur fri neve.
Disket gantan brezoneg mad
Du-hont ’n eur ober e droiad.
« Fé d’am doustek ! » ’vel a larer
En Gwélô kouls hag en Treger,
Meur a hini dapo an hik
Dre forz c’hwarzin gant Alanik,
Pa deuio a gastell Ker-Yann
Da redek Breiz, dre vrug ha lann !
N’ê ket digemer a vanko
D’ar c’hoz-filouter en pep bro !
Gras d’ezan da vewan ken pell
Ha ma pado yez Breiz-Izel.
N’oufenn ober gwelloc’h mennad
’Wit an otro Perrot, e dad.