LAN
Meur a guden am eus ganti
Diroestlet da veur a hini ;
Ha pa c’hellan en em lakât
Var va micher da labourat,
Ne gredan ket e c’hellfed kaout
Eun alvokad eus va galloud.
PRIMEL, outan e-unan
Ya ! da droada gevier, heb mar,
N’eus ket ho par var an douar.
LAN
Mes breman an dud a fura,
Ha dre-ze ni goll hor bara.
Mes fiziomp en amzer da zont
Gwellaat a rai an traou da vont.
PRIMEL
Oh ! gant esperans ha dour yen
E c’heller beva meur a zen.
Siouaz d’eoc’h ; n’oun ket eus ar re
A vez bevet ken diviz-ze,
Ha n’eo ket gant komzou goullou
E vezo stanket an toullou
A gresk e va dillad bemdez,
Hag en ho re d’eoc’h c’houi ivez.
LAN
Ar wirionez a zo ganed :
E truillou emaomp o vonet.
PRIMEL
O vonet ? mes eat eo ez omp,
Penn-kil-ha-troad, ma ’z eo mez d’eomp.