GOULC’HEN
Ya, m’oar vad sur, beza ’z pezo
Va zok diganen da c’holo
Ar mell gaou-ze.
PRIMEL
Ar mell gaou-ze. Me ?
GOULC’HEN
Ar mell gaou-ze. Me ? Ya, te dres !
Ha ma semplfez bep gaou a rez,
Ne ve ket kavet dre ama
A zour awalc’h d’az tizempla.
PRIMEL
Mantruz ar poaniou a ziouask
Va aotrou Lan. Kaer ’zo bet klask
Medesined ha louzeier,
Ne wella tamm. Oh ! eur merzer
Eo.
GOULC’HEN
Eo. Mad ! bez’ e vezo eur zant
Ma kar rei d’in-me va arc’hant.
PRIMEL
Komzit goustad !
GOULC’HEN
Komzit goustad ! Ro peoc’h d’am penn,
Ha ro d’in dek lagad ejenn !
Te gav d’it e c’heller beva
O rei an traou evit netra ?
PRIMEL
Da biou ho peus roët ho traou ?
GOULC’HEN
Da biou, amboubal ? d’az aotrou