A ioa er foar breman zouden
Ker gwir ha ma ’z oun-me Goulc’hen.
PRIMEL
Meur a henvel a vez er foar
Ha ne vezont na breur na c’hoar ;
Hag a hent all, pe seurt ezomm…
GOULC’HEN
Ta ! ta ! Ki skaotet gant dour zomm
En deus aoun zoken rag dour yen :
Me oar petra eo dleourien.
PRIMEL
M’eus aoun ho peus kollet ho penn
O re zuna bord ho kwerenn.
It ac’halen — ha trumm er mêz !
Asa, daonet, n’ho peus ket vez,
O tont aman da ober freuz
El leac’h ma ’z eus kement a reuz.
It pell diouzin da alvaônat !
GOULC’HEN
Te lare d’in-me komz goustad,
Hag e karnachez da unan
Dek kwech krefoc’h eget ne ran.
PRIMEL
Diloja ’rit hirio e leal :
Anat eo ema Gouel Mikeal
Ganeoc’h.
GOULC’HEN
Ganeoc’h. Ah, morjin, mil gurun,
Biskoaz !
PRIMEL
Biskoaz ! Diouallit d’e zihun !