Eur seurt louzou da zistanka ;
Rak ranket am eus dislonka
Gantan kement am boa : d’am giz,
Netra ker c’houero ne danviz.
GOULC’HEN
N’ho peus ket dislonket awalc’h
C’hoaz, rak re reud e chom ho yalc’h.
LAN
Oh ! en han’ Doue, labourit
Mad warnon, aotrou Yan, ha grit
Ma ne vezin ket c’hoaz kaset
Da rouantelez ar gozed.
GOULC’HEN
Hanter kant lur evit mezer
A glaskan diganed, straner.
PRIMEL
Che ! terri reot e benn d’ezan
Araok ma ’c’h ehanoc’h outan.
GOULC’HEN
Ha me n’em eus ket a ziouer,
Pôtr, d’am c’hweac’h gwalennad vezer
Marteze ?
PRIMEL
Marteze ? Pebez randounen !
Gwelet a rit, paourkez Goulc’hen,
E kemer ’hanoc’h, diouz ho min,
Evit beza e vedesin
Ar paourkeaz merzer, nak a boan
Am eus-me kemeret gantan.