Eul louarn koz o tont a dost,
Digor e skrin, a glev c’houez-rost,
Hag a remerk ar vran loued,
O pipal he fastell boued.
— « Na c’houi ’zo kaer, bran, eme Lan,
Gant ho plunv ker koant ha ker splann !
Mar ho peus mouez en o ser,
C’houi dle beza mestrez an ær. »
Ar vran, o klevet kement all,
A zijonj he fastell gig sall,
Hag a laosk da goueza kevred
Gant he c’hanaouenn he zamm pred.
— « Ne c’heden ken, ’me Lan timad.
Eur wech all. dalc’h gwell d’az pegad
Ma ne fell d’id, soden a vran,
E welet o tont gant Alan. »
Evelse, c’houi bemdez a flemm
Unan bennak gant ho teod lemm.
Ker brao e troït ho komzou
Ma tennfec’h ’n tamm eus ar c’henou.
LAN
Mes n’eo ket awalc’h kement-se,
Koulz ar pred a deu adarre,
PRIMEL
Hag em eus aoun em bezo poan
Oc’h aoza yod silet da goan.