GWENNEAL
Bê !
AR BARNER
Bê ! S’ t’ aman ’vad eun abadenn !
Biskoaz henvelep lenvadenn
Ne gleviz gant den.
Ne gleviz gant den. Komz ouzin !
GWENNEAL
Bê !
AR BARNER
Bê ! Daoust ha dre be seurt ijin,
Pe dre be seurt tersienn out-te
Bet lakeat da vont evelse ?
LAN
Kredi ’ra ma gant e zenved ;
Nouch permil eo, heb mar ebed.
GOULC’HEN, da Lan
Dr’ han’ Doue, c’houi eo an hini
A deuas deac’h da noz d’am zi,
Da brena mezer diganen.
D’ar Barner
Ah ! aotrou, n’oufec’h ket kompren
Dre be seurt troiou karnm en deuz…
AR BARNER
Peoc’h ! me ne garan ket ar freuz.
Lezit an traou-ze a gostez
Ma welimp abek ar prosez.
GOULC’HEN
O lavaret edon eta
Em boa gwerzet, deac’h diveza,