AR BARNER
Ne d’it ket var ger mestr Alan.
LAN, da Wenneal
Bez dinec’h, rag me ne glaskan
Nemel ober vad evidot.
GOULC’HEN
Nemet ober drouk ne ouzot.
AR BARNER
Peoc’h ’ta !
GWENNEAL
Peoc’h ’ta ! Bê !
LAN, dre guz, da Wenneal
Peoc’h ’ta ! Bê ! Evelse, mat eo !
Blej krefa ma c’helli d’ezo !
GWENNEAL
Bê !
LAN, en eur ziskouez Goulc’hen
Bê ! Gwelet ho peus bet biskoaz
Eun den ken nouch all o tigas
Aman eur pôtr foll dre natur ?
GOULC’HEN
Sal’ e vijec’h-c’houi bet ker fur
Hag hennez !
LAN
Hag hennez ! Gwella zo d’ober,
A gredan, eo kloza ’n affer,
Hag ober ma vezo kaset
Ar pôtr-ze da gaout e zenved.
Pec’hed eo klask trabas outan,
Rak sot awalc’h eo da stagan.