Lar d’in, petra reaz-te, Breizad,
Epad ma iouc’her : « Argad ! »
Epad ma iouc’hent an dud fall :
« Brezel d’an Iliz ! », e Bro-c’hall ?
Lar d’in, petra reaz-te, Breizad,
Epad ma iouc’her : « Argad ! » ?
— ’Vel va bro Vreiz, me oa atao
Soun ha stard, me oa war zao.
Ar roc’h morse na bleg e benn.
Morse na bleg an derwen ;
E kreiz kounnar ar gwall-barrad,
Roc’h ha derwen a zalc’h mad,
Ar roc’h morse na bleg e benn.
Morse na bleg an derwen,
Hag eveldo me vez atao
Soun mad va fenn ha war sao
Piou a c’hoar stourm ’vel ar Breizad
Pa vez deut poent ar stourmad ?
Ar Breizad na dec’ho biken ;
Piou dec’h ? an trubard hebken.
Piou a c’hoar stourm ’vel ar Breizad
Pa vez deut poent ar stourmad ?
Eur gwir Breizad a vez atao
E kreiz an emgann war zao.