Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/101

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 C’houevrer
101
santez jenovefa

————


KENTEL


Ar zent patron


Ar zent a gar o nesan hag a zo karet gantan. Ar maro, elec’h lazan ar garante-ze, ne ra nemet he lakat da vleunian kaeroc’h-kaer.

« Netra, eme sant Paulin, d’eur mignon d’ezan, ne ziframmo achanout eus ma memor. Keit ha ma vezin em c’horf, daoust e ve pell etrezomp, e tougin ac’hanout bepred en goueled ma c’halon. Bepred e vezi harp ennon ; gwelet a rin ac’hanout em spered ; briata rin ac’hanout em c’halon, ha pa vezo torret an ereou a stag ac’hanon ouz ma c’horf, e tougin ac’hanout bepred em spered, hag o kimiadi diouz ar bed-man, ne gimiadin ket diouzit, rak an ene leun a vue hag a vemor, evel ma n’hall ket mervel, n’hall ket ankouât kennebeut. »

Ar zent, en nenv, a dalc’h da garet ha d’ober vad d’ar re o deve bet karet ha grêt vad d’eze war an douar. Ar zent, en nenv, bro ar sklerijen hag ar garante, a zo anaoudekoc’h eus a ezommou o nesan, karantezusoc’h en e genver ha galloudusoc’h war galon an Holl-C’halloudeg evit pa oant war an douar.

Abalamour da ze, e tleomp pedi alïes an eneou santel hon deus anavezet war hent ar vue, hag a zo nijet en gloar an Otrou Doue. Abalamour da ze ive, e tleomp pedi alïes ar zent hag ar zentezed a zougomp o hanoiou, o deus bevet en hon c’horn-douar, a zo bet dibabet gant hon zud koz da batroned ha da batronezed hon farouziou, hon eskoptiou hag hon broiou.

Evel a lavare ar re goz ’ zo gwir :


Ma n’hon selaou ket sent hon bro,
Piou eta ken hon selaouo ?




Pevare devez a viz C’houevrer


Sant Andre Korsini
Eskob Fiesol (1302-1374)



Tad ha mamm Andre a oa dimezet meur a vla a oa, ha bugel ebet ne deue da laouennât o zi d’eze. Eun devez ma oant en iliz o pedi, en harz treid skeuden Itron-Varia ar Bobl, e rejont le o-daou, hep gouzout an eil d’egile, ma teurvezje gant Doue rei bugale d’eze, da westlan d’ezan ar c’hentan ganet.

Pa zigouezjont er gêr, e rojont da anaout o fromese an eil d’egile, hag e neveajont anezi, war o daoulin. An Itron-Varia a selaouas o fedennou. Eur c’hrouadur o devoe, hag