Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/104

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
5 C’houevrer
santez agatha


Pempvet devez a viz C’houevrer


Santez Agatha
Gwerc’hez ha merzerez (***-251)
Santez Agatha
Santez Agatha


Dès, seizvet impalaer Rom, a glaskas flastran he fenn ouz an Iliz. Ar stourmad ne badas nemet daou vla (249-251), mes ne oa ket bet gwelet c’hoaz hini ebet ken gwaz. Septim Sever an evoa difennet prezek ha selaou prezek ar gelennadurez kristen : kontan rê dont a benn, heb ober re a zismantr, da ziskar ar relijion neve.

Maximin ne skoë nemet war an eskibien ha war ar veleien ; mes Dès a skoas war an holl gristenien. Herve e urz, kement kristen a oa dindan e c’halloud a dlee en em ziskouez dirak e c’houarnerien da nac’h o fe ; ahen-dall, e vezent, darn harluet, darn lazet, ha bepred diframmet o madou digante.

Siouaz, eleiz a gristenien a nac’has neuze o fe ; re-all a dec’has d’en em goach ; meur a hini, hag en o zouez Agatha, unan eus ar re skedusan, a anzavas Jezuz-Krist hag a varvas abalamour d’ezan. En Katan, o c’houarn ar Sisil en hano Dès, e oa Kensian, eun den hep peadra, kalon hudur ha bizied kamm d’ezan. Dal ma reas anaoudegez gant Agatha, kaeran ha pinvidikan plac’h yaouank a veve war-dro eno, e klaskas he c’haout da bried.

Agatha a oa kristenez.

Kensian en devoa gourc’hemen e impalaer, a roë d’ezan galloud da lezel ar vue gant ar gristenien a nac’hje o fe, ha da rei ar maro d’ar re n’hen grajent ket. Hen lakat a reas en impli. Pa oe stlejet Agatha dirakan, evit ober d’ezi plegan, e roas anezi, da gentan, d’eur wreg fall, he hano Aphrodisia, a veve gant he nao merc’h, o nao ken fall ha hi. Mes kaer he devoe ar wrac’h koz-ze poanial, epad tregont devez, war-dro ar verc’h yaouank, n’hellas ket dont a benn da c’houezan tân ar pec’hed en he c’halon.

Mont a reas Aphrodisia da gaout Kensian.

« Esoc’h eo, emezi, ar reier da deûzi, evit n’eo ar fe