Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/109

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 C’houevrer
109
sant gweltas

Mervel a reas en enezen Houat, d’an 29 a viz genver 570.

En eskopti Sant-Brieg, e kaver eun dek parouz bennak, eus a Laniskat da Garnoet ha da Gintin, hag o deus miret stank ive roudou an abad santel [1].

————


KENTEL


Bue eur Bobl


Ar boblou a vev hag a varv evel an dud. Ar boblou a vev ar c’hosan eo ar re a oar diazezan o amzer da zont war o amzer dremenet; ar re, hag elec’h nac’h o re varo, a gendalc’h o labour; ar re, hag o vezan n’int ket taget gant klenved an neventiou, a zastum gant doujanz madou ene, madou spered, ha madou korf ar re goz; a zo kempenn ha piz warneze, hag o lak da vont war gresk, evit ar re a dle dont war o lerc’h.

Pobl Breiz, krouet gant ar zent koz evit bezan hader ar wirione dre ar bed, a zalc’has, epad mil bla, e renk etouez poblou kaeran an douar. Siouaz, n’eus mui anezan nemet ar skeud eus arpez m’eo bet gwechall : an diegi, an diouiziegez hag an dizunvaniez hen stlej war eun d’ar be.

Gwella ’zo, n’haller ket barn eun den keit ma ve bue ennan. Eur bobl ive, keit ma ne nac’h ket e Zoue, ha keit ma vir e yez, a zalc’h en e zaouarn an alc’houe a lakao e chaden da gouezan, abred pe zivezat ; hag ar Vretoned, evit c’hoaz, n’o deus ket nac’het nag ar C’hrist, Doue o zadou, nag o yez, ar brezoneg. Setu ma c’haller c’hoaz kaout eun elfennik flanz en o amzer da zont. Ar pez a zo bet dec’h, daoust n’eman ket hirie, a c’hall bezan varc’hoaz !

Pedomp sant Gweltas ha lavaromp d’ezan :

O sant Weltas, hon fatron, mignon ar Vretoned,
Ni fell d’imp hoc’h enori hag ho karout bepred,
Ho karet a wir galon, ha, d’ac’h fidel dalc’h-mat
Ni fell d’imp mont gant an hent digor dre ho skouer vat

(Kantik Parouz Laniskat).
  1. En Laniskat, eman an iliz war e hano ; e vue a zo livet war he mogeriou. Diskouez a rêr eno c’hoaz eur chapel hag eur groten, gant ar gwele men elec’h ma lavarer e tremene an noz, en kerz e visionou er vro-ze.
    En Sant-Nikolas (en Lokeltas) e kaver eur chapel savet en e enor. En Kanuel, en kichen stank ha kastel ar Pelinek, an eus bet ive eur chapel ; en Laruen, en Kergiliou, an eus bet eun all ; en Sant-Jili Plijo. Sant-Gweltas ar Prad ha Sant-Gweltas a Gerginere ; en kichen Senven, Sant-Gweltas ar Stivel ; en Maël, Sant-Gweltas, a zo eus e chapeliou koz brudet gwechall.
    En Karnoet, elec’h e savas, marvad, eur manati, e kaver, en eur chapel gaer gwestlet d’ean, eur pikol men toullet evel eun arched hag a hanver Be Sant Gweltas. Er be-ze, war a greder, ’ zo bet miret gwechall lod eus e relegou.
    En Magor, ’lec’h eo patron an iliz, an eus eur pardon kaer, de ouel ar Zakramant, darempredet gant eleiz a belerined a ya d’e bedi ’vit o c’hezek.