Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 C’houevrer
113
itron-varia ar miraklou


Hogen, an 23 a viz here 1356, ar Zôzon a c’hronnas Roazon. Ar seziz a badas nao miz. Pôtred Bro-Zôz, skuiz o welet Roazoniz o terc’hel gwevn, a glaskas o zapout dre laer. Toullan rejont eun hent dindan an douar da gouezan warneze en noz. Mes arôk ma c’halljont en em zilan en kêr, e oe dizoloët o labour, en eun doare burzudus, (insigne factum) demdost da skeuden an Itron-Varia, en Iliz Sant-Salver. D’ar 5 a viz gouere war-lerc’h, ar Zôzon a dec’he, ha Roazon a oa salvet.

Abaoue, Roazoniz, evit diskouez anaoudegez vat da Zoue ha d’e Vamm binniget, a zalc’h bepred eur c’holaouen elum dirak skeuden Itron-Varia ar Vertuziou hag ar Miraklou, en iliz Sant-Salver.

D’an 29 a viz gwengolo 1364, de gouel Mikêl, Yan Montfort a zestumas da vat kurunen duked Breiz, war lanneier Alre, o rei lamm ha tol ar maro da Charlez Bleaz e enebour.

D’an 2 a viz c’houevrer 1369, an duk Yan IV a deuas da Roazon, hag eno, dirak holl bennou ar vro, e nevezas al le an evoa grêt, en stourmad Alre, da zevel eur manati en kêr-benn an Dukaj, en enor d’ar Werc’hez. Diazezan reas raktal e ven kentan, ha rei a reas d’ezan an hano kaer a vanati Itron-Varia ar C’helou Mat.

Eno e oa eun dôlen a weled warnezi Mamm Doue, gant ar Mabig Jezuz war he brec’h. Duked ha dukezed Breiz a gare pedi dirak an dôlen-ze, ha Roazoniz a gemeras skouer diwarne. An ôtrou Mayeuc, eskob Roazon, adalek ar bla 1507 betek ar bla 1541, a zo unan eus ar re o deus grêt ar muian evit lakat ar bobl kristen da bedi ha da enori Itron-Varia ar C’helou Mat.

D’an dispac’h vras, ar manati oe prennet, ar venec’h argaset, o madou gwerzet, tôlen vurzudus Itron-Varia ar C’helou Mat kuzet. Breman eo miret en iliz wenn kaer Sant-Albin, elec’h ma ve dalc’h-mat pardonerien diniver o taoulinan diraki.

D’ar 25 a viz meurz 1908, war c’houlen an ôtrou Dubourg, arc’heskob Roazon, ar pab Pi X a roas ôtre da guruni tôlen Itron-Varia ar C’helou Mat ha skeuden Itron--