Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/120

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
11 C’houevrer
gouel itron-varia lourd

ober pinijen, mont da gaout ar veleien ha lavaret d’eze sevel eur chapel en hec’h enor ha dont eno da bardonan.

Gourc’hemenn a reas d’ezi evan dour eus an eienen a lakas da strinkan, hag en em walc’hi gantan. D’ar bemp warn-ugent a viz meurz, de ouel an Ave Maria, p’en em gavas Bernadetta e-tal ar reier, e oa an Itron ouz he gortoz. Ar plac’h a c’houlennas outi he hano, ha hi, o tostat he daouarn an eil ouz egile, hag o sevel he daoulagad warzu an nenv, a lavaras, en yez ar vro :

« Que soy er Immaculada Conceptiou. — Me eo ar Gonseption Dinam. »

D’ar 16 a viz gouere 1858, Bernadetta a welas ar Werc’hez evit ar wech divezan, war an douar-man.

Ar vrud eus ar burzudou c’hoarvezet en Masabiel a nijas buhan dre ar bed. Eskob Tarb a lakas ober eun enklask diwar o fenn, hag er bla 1862, ec’h embannas e c’helled kredi e oa en em ziskouezet ar Werc’hez Vari da Vernadetta Soubirous, war reier Lourd.

An dour a strink diouz an eienen digoret gant Mamm Doue, a reas miraklou souezus. Ar bardonerien a ziredas eus pevar c’horn ar bed, eus Bro-C’hall, eus Breiz-lzel, eus Breiz-Veur, eus ar Beljik, eus an Itali, eus ar Spagn, eus an Europ a-bez, hag eus broiou pellan an Amerik. Ar bobl kristen, dre anaoudegez evit ar madoberou skuilhet gant an Itron-Varia, en Lourd, o deus savet d’ezi eno ter iliz, an eil war c’horre eben, n’eus nemet ar marbr, an aour, hag ar zaei o lintran war o mogeriou.

Pi IX a lakas e gannad da guruni, en e hano, skeuden ar Werc’hez en Lourd, d’an 3 a viz gouere 1876.

Leon XIII a lakas sevel iliz ar Rozêra, hag er bla 1892, ec’h ôtreas ober, bep bla, gouel Itron-Varia Lourd, d’an 11 a viz c’houevrer.

Pi X, gant goueliou e hanter-kant vla beleg, a lakas ober jubile bras Itron-Varia Lourd, ha d’ar 16 a viz gouere 1908, e roas ôtre da ganan an oferen-bred da c’houec’h heur diouz an abarde, el lec’h ha d’an heur m’he devoa Mamm Doue kimiadet diouz Bernadetta, hanter-kant vla arôk.

Lourd eo ti-skol kaeran ar fe, an esperanz hag ar garante. Lourd eo ti Mamm Doue, hag an hent da vont d’e gaout, daoust m’eo neve c’hoaz, a zo unan eus henchou brasan ar bed. Deomp da Lourd ; c’hoant ar Werc’hez eo gwelet ac’hanomp o vont di da bardonan !