kent da bried Annan Breiz, intanvez Charlez VIII, ha n’he devoa c’hoaz nemet daou vla warn-ugent, ha Janned a ’n em dennas en Bourges. Eno en em droas muioc’h-mui gant ar beden ha gant ar binijen. Yun a rê bep merc’her, bep gwener ha bep sadorn. Laouennât ar beorien, rei d’eze da zibri, gwalc’hi o zreid ha pokat d’eze oa he flijadur. Ar beorien mezus, dreist-oll, pa deue d’o anaout, a veze skuilhet warneze madelezou a-leiz.
Rak-se, ne oa hanvet, gant an holl, nemet « an dukez vat. »
Bemde, maget ouz tol ar Zakramant, he c’harante evit an nesan a greske gant he c’harante en kenver Doue. Magadurez an Ele a roë d’ezi ive nerz-kalon awalc’h da c’houzanv ar poaniou-spered hag ar poaniou-korf a waskas anezi, hep paouez, epad he bue.
Sevel a reas eun Urz evit ar merc’hed nobl, herve ma oa bet digemennet d’ezi gant ar Werc’hez. Goude bezan kavet war he hent meur a skoïlh, he devoe an eurvat da welet ar pab o rei e ôtre d’ar reolennou he devoa savet evit he leanezed. Hi hec’h-unan a reas hec’h leou da gentan, da ze ar Pantekost 1503, an tri le a c’hlanded, a baourente hag a zentidigez, hag al le da chom hep lakat he zreid er-mêz eus he leandi. Ne welas ket hec’h Urz o ’n em astenn nemeur, rak mervel a reas en he bla ha daou-ugent, d’an 3 a viz c’houevrer 1505.
D’an 20 a viz ebrel 1775, Pi VI a lakas he hano war roll ar zent.
Er bla 1884, ezec’h ha ’n em glevent ket kaer gant o gwrage, a reas voti en Frans lezen an divors, a roë ôtre d’ar priejou ha ne oant ket evit en em ober, n’eo ket, hepken, da vont an eil digant egile, mes da zimezi adarre evel pa ne vijent ket bet dimezet biskoaz !
Al lezen-ze a zo eul lezen fall, kondaonet gant an Otrou Doue, gant Jezuz-Krist, gant an Iliz, gant ar skiant-vat ha gant ar skiant-prenan.
I. En baradoz an douar, Doue a embann n’hello netra terri al liamm a unan daou bried : « An den a guitao e dad hag e vamm hag a ’n em stago ouz e bried, hag eus daou ma oant, ne refont nemet unan. »
II. Eun devez, Pharizianed a c’houlennas ouz Jezuz, ha goest e oa an ozac’h da gas ’ kuit e bried, evit eun digare bennak : « Nan, eme Hon Zalver, an den ne zisparti ket ar pez a skoulmas Doue. »
III. An Iliz a lavar evel Jezuz-Krist : « Ar plac’h dimezet, eme sant Pol, a zo stag ouz he fried, keit ha ma vev. D’e varo, hepken, e koue al lezen. »