Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/130

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
15 C’houevrer
an den eurus jourdan

zan. Mes ne oe ket nec’hetoc’h evit kelou ze. Tennan reas diwar-dro e gorf e c’houriz saei, brodet gant neud arc’hant, ha rei a reas anezan d’ar paour kez. En em gavet en iliz an Itron-Varia, ec’h eas da zaoulinan dirak kroaz ôter an Anaon. Dal ma savas e zaoulagad, e chomas sebezet o welet e c’houriz endro da ziouc’hroazel ar C’hrist, ha daoulagad Jezuz o paran warnan gant teneredigez.

Ar burzud-ze a lakas e garante en kenver an Otrou Doue da greski c’hoaz, ha nebeut amzer goude-ze, e oe grêt e gammed kentan gantan war hent ar velegiach, ha grêt eun abostoler anezan. Er blavez 1216, sant Dominik an evoa savet eun Urz neve a venec’h. Jourdan a reas anaoudegez gante, ha da Verc’her al Ludu 1220, daou skolaer-all hag hen a c’houlenne bezan digemeret en o renk. Er blavez war-lerc’h dustu, e oe dibabet evit ober tro manatiou al Lombardi.

Dispar oa da gennerzi ar venec’h yaouank, prest da fallgaloni. En Bologn e oa unan evelse, e oa brao e zoare pa oa er bed, a oa pinvidik bras e dud, hag a gave kerse dougen dilhad burel, elec’h dilhad saei ; gourvez war ar c’halet elec’h war ar plu ; azezan ouz eun dôl treut an treo warni, elec’h ouz unan ha ne vanke netra warni.

Dont a reas da gaout Jourdan, da rei da anaout d’ezan ne oa ket en pennad da chom ken er manati.

— Bah ! eme heman, an drouk-spered eo a glask ho touelli.

— Nan ! eme an den yaouank ; ma dilhad d’in, mac’h in ac’han !

Neuze Jourdan e gasas d’an iliz, a lakas e zaouarn war e benn hag a reas d’ezan lavaret eur bâter. Tra souezus ! An den yaouank a deu, en eun tol, e hunvre fall da nijal eus e spered hag ar peuc’h da ziskenn en e galon. Chom a reas er manati, ha bezan e oe, divezatoc’h, eur manac’h eus ar re wellan.

Er blavez war-lerc’h (1222), pa oe kelou da lakat eur jeneral en plas sant Dominik, e oe dibabet da vont er garg-ze, daoust ma oa unan eus ar re yaouankan ha nevezan deut en Urz. Mes e zantelez hag e ouiziegez a reas ma oe barrek brao da ’n em denn enni.

Aketus e veze da welet e venec’h aliesan m’halle ; prezek a re ar c’hoareiz, gwech en Pariz, gwech en Bologn, kêriou bras an deskadurez, en amzer-ze. Ar bôtred yaouank a heuilhe skoliou-meur ar c’hêriou-ze a zirede niverus e harz e gador. Ober a reas d’eze kalz a vad, ha bepred unan