Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/133

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 C’houevrer
133
sant onezim


————


KENTEL


Ar sklavaj


Ar sklavaj a oa unan eus gouliou euzusan ar bed pagan, en amzer goz.

Ar sklavour, n’eo ket eun den oa, mes eun dra, eur benveg, mouez den d’ezan ; eun aneval, hag a lavar Katon e werzan e-mesk an ejenned koz hag an hernachou merglet, pa deu an oad pe ar c’hlenved da viret outan da c’honid e vara.

Ar sklavour, n’eus gwir ebet, ha n’eus dever ebet en e genver, E c’hlazan pe e lazan a zo ober droug d’ar mestr ha nan d’ezan ; ha diouz an droug ’zo grêt, ar mestr eo a zo da vezan digollet, ’vel pa deu unan bennak da c’hlazan e anevaled.

Ar sklavour n’hall ket dimezi. Herve al lezen, n’hall kaout na pried, na bugel, na breur : ar chadennou houarn a zo stag ouz e dreid hag ouz e zaouarn, a ramplas evitan liammou ar gerentiach.

Ar sklavour, n’eus droug ebet evitan, avat, herve al lezen, o ’n em rei d’ar vue fall, ha ma teu bugale da c’henel, ar vugale-ze a zo tra ar mestr, evel al loened bihan-all a c’han en e greier.

Ar sklavour, ma klask tec’hel, a vezo laket tud paeet gant ar gouarnamant d’e glask, ha kavet e ve peurliesan, ha merket neuze e dâl d’ezan gant an houarn ru, evit ma vezo, hiviziken, êsoc’h tol plê outan.

Ar sklavour a zo d’e vestr, korf hag ene ; kemer a ra ar gwir d’ober gantan ar pez a gar, ar mad hag ar fall, ha d’en em zizober anezan, herve e faltazi. An impalaer August, er memes devez, a lakas krougan 6.000 sklavour ha n’o devoa grêt netra ken nemet kemer o armou, war urz ar Senat.

Ar sklavour, pa varv, ma ne chom netra war e lerc’h d’e zebelian, a zo tôlet e gorf, evel hini eur c’hi, en eun toull anvoez da vreinan.

Setu petra oa ar sklavourien, en amzer ma teuas Jezuz-Krist war an douar. Daoust hag eleiz a oa aneze ?

En Athen hag en Spart, ’vit pep den libr, e oa daou-c’hant sklavour. En Rom, ouspen an hanter eus an dud a zo sklavourien. Truezus oa stad ar bed en amzer-ze. An dud, gant o zechou fall, o devoa troet an treo war an tu gin. An Iliz a deuas, hag a nebeudou, a droas an treo war an tu mat. Ar sklavaj, drezan e-unan, n’eo ket eun dra da vezan kondaonet a-grenn, rak an den, daoust pegen diês e c’hall bezan kement-se evitan, ma n’hall ket en em werzan e-unan, a c’hall gwerzan e labour, evel ma c’haller e brenan.

An Iliz, evel m’hen gwelomp dre lizer sant Pol da Philemon, ne zifennas ket dustu kaout sklavourien ; ar pez a zifennas, avat, dustu, krak ha krenn, eo miret oute d’ober o deveriou en kenver Doue, hag en o c’henver o-unan.

Embann a reas n’eus ket diou ouen tud war an douar : unan evit serviji, hag eun all evit bezan servijet ; embann a reas eo an holl breudeur, ha tamm ha tamm, ar sklavourien gez a welas o c’habestr o kouezan.

En trizek kant vla, an Iliz a deuas a benn eus he zôl, en Europ a-bez. Ar madober dispar-ze a stagas ken mat kalon ar bobl ouz kalon an Iliz, ma n’hallo nag an amzer nag an ifern o dispartian biken ken !