Hag o vezan pignet betek an Templ, e reas an dro anezan hag e lavaras d’e ziskibien : « Gwelet a ret an holl dreo-ze ? En gwirione, m’hen lavar d’ac’h, ne chomo ket aze eur men war men, hep bezan diskaret. [1] »
Ar c’homzou-ze diwar-benn dismantr kêr ha Templ Jeruzalem, ugent vla goude m’oant bet lavaret gant Jezuz-Krist, a oa skrivet en Aviel gant sant Lukas, sant Vaze ha sant Mark ; ugent vla-all goude, e weled aneze o tont da wir. Abaoue m’oant kouezet dindan galloud impalaered Rom, ar Judevien a veze dalc’h-mat o klask en em zizober diouz o mistri neve. Er bla 65, dreist-oll, e savas eur reveulzi vras er Jude, hag eleiz a Romaned a oe lazet. Raktal, ar jeneral Vespasian a gerzas warneze gant eun arme vras. Treuzi a reas ar Galile, pignal a reas er Jude ; e oa o vont da lakat seziz war Jeruzalem, pa deuas ar c’hêlou betek ennan e oa hanvet da impalaer (69).
Kerkent, ec’h eas da Rom hag e lezas gant e vab Titus ar garg da genderc’hel ar brezel. Heman en em gavas e-tal ar gêr zantel, war-dro goueliou Pask 70, gant 60.000 den. Kelc’hian a reas kêr a bep tu. Ar seziz-ze a badas pemp miz, ha netra ken gwaz ne oe gwelet biskoaz.
Jeruzalem a oa neuze eur gêr vras, hag o vezan m’oa digor amzer Bask, e oa enni kalz muioc’h a dud c’hoaz eget kustum. Dont a reas hepdale da vezan eur skeuden eus an ifern : ar brezel, ar vosen hag ar gernez a waske anezi er mêmes amzer.
Eleiz a dud a glaske tec’hel ; mes kement hini a veze tizet, a veze staget ouz ar groaz, ha kement a dud a oe krusifiet er mêziou tro-war-dro, ma ne gaved mui na plas, na koat da zevel ken a groaziou.
En kêr, e varve kement a dud, ma teuas ar re veo da skuizan o sebelian ar re varo. Ar pried a ziframme an tamm eus genou he fried ; ar mab, eus genou an tad ; ar vamm eus genou he bugel hanter-varo gant an naon, etre he diwrec’h. Eur wreg a oe gwelet o lazan hag o tibri he c’hrouadur.
Pa deuas ar Romaned a benn da dreuzi mogeriou kêr, 1.100.000 Judeo a oa marvet ; 100.000 a oe prizoniet ; an tier a oe diskaret ; an Templ a oe devet [2], ha gantan sakrifisou an amzer goz a oa tremenet evit biken.
- ↑ Sant Lukas, XIVet pennad, 43, 44et koublad.
- ↑ 1130 vla a oa abaoue m’oa bet diazezet gant Salomon, ha 639 vla abaoue m’oa bet adnevezet gant Zorobabel. Eiz miz kentoc’h, an tân-gwall an evoa diskaret ive Templ ar falz-doue Jupiter, en Rom. Doue a felle d’ezan gwelet an templou koz o vont d’an traon, da rei o flas da re Jezuz-Krist.