Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/139

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 C’houevrer
139
sant konrad

hag an Iliz ne anave talvoudegez ebet d’ar re a c’hell bezan bet grêt abaoue. N’eo ket war lavariou evelse eo diazezet hon relijion. Hon fe, avat, a gav en profesiou ar Skritur-Zakr eun harp eus ar re grenvan.

Red eo d’imp kredi ; mes arabad d’imp kredi hep digare d’hen ober. Ar gelennadurez a deu d’imp, diazezet war ar profesiou, eo ar gwir hini. Kement-se na c’hoarve nemet gant kelennadurez Iliz Rom ; rak-se, skler hag anat eo, hounnez hepken eo ar gwir hini, ha red eo d’imp, ma fell d’imp bezan salvet, kredi ar pez a lavar hag ober ar pez a c’hourc’hemenn.





Naontekvet devez a viz C’houevrer


SANT KONRAD
Eus Trede-Urz sant Fransez (***-1351)



Konrad a oa eun ôtrou bras ha pinvidik, a veve didrous ha dibreder gant e wreg, en kêr Plezanz. E blijadur oa bezan o chaseal. Eun devez, al loen goue ma oa war e lerc’h, a yeas da guz e-kreiz ar strouez, ha ki ebet n’helle ober d’ezan dont ac’hane.

Konrad, ken dinec’h ha tra, a lak an tan er c’harz. Gwasan oa, an treo a oa kraz ; an tan, eur wech krog, a redas, hag an avel hen c’houezas en douarou tro-war-dro, a oe dêvet an trevajou a oa enne. Konrad hag e dud a zizroas mezek d’ar gêr hag a guzas o zôl gwellan m’halljont. Eur paour kez den a oe tamallet da vezan laket an tân-gwall, hag e oad o vont d’e grougan. Konrad, o klevet kemend-all, daoust ne oa ket eur skouer ar vue gristen an evoa renet betek neuze, a deuas an drugare da c’honid e galon, a anzavas penôs e oa digouezet an darvoud, hag a roas e c’her da zigoll kement hini a oa bet grêt gaou outan.

Evit gallout dont a benn eus a gement-se, e werzas kement tamm peadra an evoa, leveou ha dileveou, hag e roas aneze holl da zic’haoui e amezeien. Pinvidikan dijentil a oa gwechall en Plezanz a oa deut da vezan paouran den a oa o vale.

Kement-se a reas d’ezan sonjal, da vat, pegen bresk eo plijadur ha pinvidigez ar bed-man, ha goude emgleo gant e bried, hi en em reas leanez hag hen a wiskas saë Trede-Urz sant Fransez.