Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/141

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 C’houevrer
141
sant konrad


II — Ha gaou a c’haller d’ober, n’eo ket hepken ouz danve an nesan, mes c’hoaz ouz e vue, ar pez a zo gwasoc’h. Eur pec’hed euzus eo lazan an dud, kouls an dud klanv evel an dud yac’h, kouls ar c’hrouadur, arôk, zoken, m’eo ganet, evel an den en oad. Eur c’hristen n’hall lazan nemet enebourien e vro, war an dachen vrezel, hag e enebourien e-unan, pa glaskont e lazan da gentan, ha pa n’hall ket en em zizober dioute, nemet o skei gante tôl ar maro.

III. — Gaou a c’haller d’ober, n’eo ket hepken ouz danve ha bue an nesan, mes ive ouz e vrud vat, ar pez a zo eur gwall dra ive. Ar vrud vat eo tra an den, ha gwir an eus d’he miret ha d’he difenn ; ar vrud vat a zo tenn da c’honid hag êz da zispenn :

Ar vrud vat a chom e tal an nor,
Ar vrud fall a red betek ar mor.
Gwell eo brud vat da bep hini,
Eget aour melen ’leiz an ti.

An neb a lem, hep digare, e vrud vat digant e nesan, a dle hen dic’haoui, gwellan m’hall ; anez, n’eus pardon ebet.

IV. — Gaou a c’haller d’ober, n’eo ket hepken ouz danve, bue ha brud vat an nesan, mes ive ouz e ene, ar pez eo ar gwasan ; ar pez a c’hoarve, pa zouger anezan d’ar pec’hed. Red eo rei dorn d’ezan da zevel ; anez, n’eus pardon ebet.




Ugentvet devez a viz C’houevrer


SANT EUCHER
Eskob Orleans (687-743)



Orleans, kalonen Bro-C’hall, hag unan eus he c’hêriou kaeran ha pinvidikan, a welas ginivelez Eucher, ar zant a reomp ar gouel anezan hirie, hag he devoe an enor d’e gaout evit eskob. Eucher a deuas er bed er bla 687. E gerent, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze, a c’hortozas d’e vadezi ma vije goest da respont e-unan ouz goulennou ar vadeziant. Badezet e oe eta da bemp bla, ha sant Ansbert, eskob Autun, a skuilhas war e dâl dour-meur ar zakramant.

Da seiz vla, e oe kaset d’ar skol, ha dont a reas hep dale da vezan trec’h da eleiz a vugale an hanter kosoc’h evitan. En eur studian hag en eur bouezan ar Skritur-Zakr, kouls hag ar pez a dremene endro d’ezan, e teuas da anaout pegen foll eo an darn-vuian eus an dud, a beg o c’halon ouz skeudou bresk an douar-man, hag, evit ober gwell, en em dennas en abati Jumiej (714). Eno e vevas