Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 C’houevrer
143
sant eucher


Kef an Iliz eo ar pab ; ar skourrou eo an eskibien ; lapoused an nenv eo ar gristenien. Dre an eskibien eo e red ar vue eus an eil penn d’egile d’ar wezen.

Petra eo eta an eskibien ?

An eskibien a zo beleien, a deu galloud d’eze, digant ar pab, da gas treo ar relijion endro, pep-hini en e eskopti.

An eskibien eo breudeur ar pab ha tadou ar boblou kristen.

I. — An eskibien eo breudeur ar pab.

Jezuz-Krist, goude bezan lavaret da Ber : « Warnout e tiazezan ma Iliz, » a lavaras kerkent d’an Ebestel : « Et ha kelennet an holl boblou ». Ar pab eta a ziaze an Iliz, hag an eskibien hec’h astenn.

Jezuz-Krist an evoa lavaret da Ber : « Kement tra a liammi war an douar a vezo liammet en nenv ; » ha lavaret a reas d’an Ebestel holl a-unan : « Kement tra a liammfet war an douar a vezo liammet en nenv. »

Ar memes komzou int, nemet int bet lavaret da Ber e-unan, da gentan, ha da Ber, a-unan gant an Ebestel-all goude-ze, ar pez a verk eo striz an unvaniez a zo etre ar pab hag an eskibien, ha netra ne dle o dispartian. An eskibien a zo barrou diês da blegan, ha diêsoc’h c’hoaz da derri.

II. — Breudeur d’ar pab, an eskibien a zo ive tadou d’ar boblou a zo dindanne. I eo a ra soudarded da Jezuz-Krist, dre zakramant ar Gonfirmasion ; i eo a ra beleien da Zoue ha d’an dud, dre zakramant an Urz ; i eo a gelenn ar gristenien hag a lavar ar pez o deus d’ober, hag ar pez a dleont chom heb ober ; i eo mistri holl barouziou o eskoptiou, evit ar pez a zell ouz mad an eneou, kenkouls hag ar pez a zell ouz danve an ilizou ; i eo mignoned ar beorien ha kement hini a zo en dienez ; i eo ar re a zo warne sell an holl ; i eo erfin, evel a lavare Guizot, « ar re o deus grêt ar Frans, evel ma ra ar gwenan o rusken, » rak, o trei sellou an dud warzu an nenv, o greont muioc’h barrek da gas endro treo an douar. Ne vo nemet dre o dorn e kavo ar Frans a hirie he lufr a wechall !

Pedomp evit hon Otrone Eskibien !




Kentan devez warn-ugent a viz C’houevrer


Sant Pepin Landen ha Santez Itta e bried
(VIIet kantved)



Ar zeizvet kantved eo kantved ar zantelez. Er zav-heol hag er c’huz-heol, e kaver eleiz a zent, en amzer-ze, ha bezan zo aneze o vervel en peb oad, hag o vevan en pep renk, kenkouls en ti soul ar paour evel en lez aour ar roue.

Unan eus sent ar c’hantved-ze hag a zo kaeran o c’hu-