Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
21 C’houevrer
sant pepin ha santez itta

runen eo sant Pepin, a zo santez e bried, hag a zo eun tregont bennak, etre e vugale hag e vugale-vihan, etouez an dud kurunet er baradoz gant an Otrou Doue, ha pedet war an douar-man gant an Iliz.

Genel a reas en Landen, war-dro ar bla 585. E gerent a oa pinvidik-mor. Abred e vevas en lez ar roue Kloter, eil eus an hano, ha hanvet e oe da ver ar palez, kentan karg ar rouantelez. Yaouank oa c’hoaz ; mes e ijin hag e-zantelez a reas d’ezan bezan barrek diouz kement a zelle ouz ar garg vras a oa fiziet ennan.

Al lezhaniou-man : « Ti beo ar furnez, skoazel ar vro, enor al lez, skouer ar pennou-bras, rener ar pennou kurunet, » a zo roët d’ezan er skridou koz, ar pez a verk ar vrud vat a oa anezan dre holl.

Pepin eo a zavas Dagobert, mab Kloter, hag a reas anezan, daoust pegen pennadus e oa, gwellan roue eus gouen Merove a renas Bro C’hall. Lakat a reas eleiz a zent da rei dorn d’ezan da gas karr ar vro war rôk ; en o zouez, ha gant ar re gentan, sant Alar, sant Ouan, sant Arnould ha sant Philiber.

Lakat a reas lezennou an Iliz da vezan lezennou ar vro ; gwiriou ar paour da vezan doujet, deveriou ar pinvidik da vezan embannet, ha gourc’hemenn ar garante etre an holl da vezan miret. Lavaret a rê alïes ar gomz-man eus ar Spered-Santel : « Al lealded a zao ar boblou hag an dislealded o diskar. »

Pepin, nebeut goude ma oe hanvet da ver ar palez, a zimezas d’eur verc’h speredek ha santel, he hano Itta, a roas d’ezan tri grouadur : Jertrud, Begga ha Grimoald. Begga a zimezas da Anjiz, hag eus o dimezi e c’hanas Pepin Heristal, tad-kunv an impalaer bras Charlemagn.

En doare-ze, sant Pepin ha santez Itta, ouspen ma rojont eleiz a zent d’an Iliz, a roas d’ar Frans an eil gouen eus he rouaned, a chômas war an trôn daou-c’hant vla hag ouspen.

Pepin, evit ober eus e diegez an tiegez gaer ma teuas da vezan, n’ee ket dre gomz hepken d’e vugale, mont a rê ive dre skouer.

Bemde, a lavar d’imp an histor, e veze gwelet o vont diarc’hen da c’houlenn an absolven digant sant Arnould, e govezour.

O c’houzout eo ar beden ar pez a vir ouz gwalinier Doue da skei ar rouanteleziou, e reas sevel eleiz a vanatiou neve. Ar brudetan a oe savet en amzer-ze eo hini Sant--