Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/145

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 C’houevrer
145
sant pepin ha santez itta

Denis, demdost da Bariz. Eno, tri-c’hant manac’h, rannet en nao geur, a gane noz-de meuleudi an Otrou Doue : ar beden beurbadus-ze a lezhanver, en latin, "laus perennis".

Ar roue Dagobert a varvas er bla 638. Sant Pepin a dremenas, en peuc’h ar C’hrist, daou vla goude-ze. Ne reas nemet diskenn pazennou an trôn evit pignal gant pazennou an ôteriou.

————


KENTEL


Ar C’hovez alïes


I. — N’eus netra gwelloc’h eget kovez alïes, evit miret an ene en gras Doue. Pec’hi a reomp bemde ; perak eta kaout diegi o vont da govez alïes ?

Daoust d’hon mennoziou start ha d’hon fedennou c’houek, ma n’eomp ket da govez alïes, ha ma ne deu ket, beb an amzer, gourdrouzou hon tad kovezour d’hon dihuni, hep mar ebet, e kouezfomp : ar skiant-prenan hen desk, siouaz, da bep den.

II. — N’eus netra gwelloc’h eget kovez alïes evit ober kovezionou mat. Ar re ne dostaont ouz lez-varn ar binijen nemet bep bla, pe bep c’houec’h miz eo o deve dalc’h-mat an nebeutan da zlskargan : n’int ket krenv awalc’h ken, an hanter aneze, da zistagan diouz o eneou ar grammen stag oute.

Seul pelloc’h e chom al loustoni da gailharan eun dra, ha seul diêsoc’h ve da gas kuit ; gwir eo evit ar c’horfou, gwir eo evit an eneou.

III. — N’eus netra gwelloc’h eget kovez alïes, ha derc’hel, anez digare vras, d’ar memes kovezour, evit lakat ar zantelez da vleunian en ene. An den zo dall war e glenvejou ; dalloc’h war re e ene c’hoaz, kouls lavaret, evit war re e gorf. Ezom an eus eta eus unan bennak hag a welo sklêroc’h evitan, hag a vezo goest d’hen louzaoui a zoare.

Mes tud a zo, ha dal ma welont eo anavezet o c’hlenved gant o c’hovezour, ma komzer d’eze, dreist-oll, eus diframman o zech mignon, eienen o brasan pec’hejou, a ve mall gante klask eur medesin neve hag en doare-ze, petra en em gav ? Chom a reont keit ha keit, ha pareanz ebet ne deu enne, pareanz padus, da vihanan !

IV. — N’eus netra gwelloc’h eget kovez alïes evit pourchas an ene a-benn ar maro. An neb a govez alïes a ve urz en e ene, hag elec’h ma ve urz e ve peuc’h. An neb a govez alïes a c’hall kouezan, mes o vezan ne ra ket a wap ouz an Otrou Doue, ma sao kentan ma c’hall, an Otrou Doue ne raio ket a wap anezan, kennebeut, hag a roio d’ezan ar c’hras da c’hallout kovez, arôk mont eus ar bed-man.

An dud n’eont da govez nemet dre faë, peurliesan, da heur o maro, Doue a ra faë warneze ive, ha n’hallont kaout beleg ebet, arôk mont eus ar bed-man.

Lakomp urz alïes en hon ene. Da heul an urz, e teu ar sklerijen hag ar peuc’h.