Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/147

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 C’houevrer
147
kador sant per en antioch


An den, dre natur, a zo grêt evit gwelet Doue en e skeud, ha nan en e sked, evit gwelet Doue, evel ma wel eur c’hrouadur e grouer, ha nan evel ma wel eur bugel e dad.

Doue, abalamour ma kare an den, a zo bel falvezet gantan ober kaeroc’h d’ezan kalz evit ne oa dleet ; c’hoantaet an eus en em ziskouez d’ezan, tâl ouz tâl, evel m’eman en gloar ar baradoz.

An den, anezan e-unan, n’helle ket anaout kement-se, hag abalamour da ze, dreist-oll, oa red da Zoue e-unan kelenn anezan. Setu perak Doue an eus komzet da veur a hini, hag en meur a zoare, ha breman e komz dre c’henou kement hini a aze, an eil goude egile, war Gador sant Per.

Darn a lavaro : « Doktored a oa war an douar ; gant ar re-ze e c’helled en em denn, heb ezom eus Kador sant Per. »

Da gentan, an Doktored-ze ne ouient netra diwar-benn an eürusted dreist-natur a bourchas Doue d’ar re hen klask. Penôs o dije desket d’ar re-all ar pez ne ouient ket o unan ?

D’an eil, an Doktored-ze ne vijent ket en pennad da rannan o gouiziegez gant ar re-all. An dud entre hag ar beorien, ouz ar re-ze ne rent van ebet. Anaout a rêr ger Horas : « Kâz am eus ouz an dud dizesk ha dister ; » ha hini Volter : « D’ar bobl, evel d’an ejen, eun tol skourje hag eur c’hazeilhad foen a zo trawalc’h. »

Ha goude m’o dije bet c’hoant da gelenn ar bobl, ne vijent ket bet evit dont a benn eus o zôl, rak n’en em glevent ket etreze, eme J.-J. Rousseau, nemet evit en em dabutal, ha ne oa ket daou aneze o lavaret memes tra.

Ha goude m’o dije bet c’hoant, ha goude ma vijent bet goest da gelenn ar bobl, o galloud hag o c’hoant a vije bet didalve, dre ma n’eus ket ar bobl nag amzer, na spered awalc’h evit heuilh o c’helennadurez.

Abalamour da ze, arôk ma tiazezas Jezuz-Krist Kador sant Per war an douar, ar baganed ne ouient ket petra da gredi, na petra d’ober evit mont d’ar baradoz. Lorc’h a dennent eus o gouiziegez ; lavaret a rent e oant holl ouiziek, hag e keit-ze, e oant ken reuzeudik ma ne ouient ket anaout Doue zoken ! Pep tra a oa Doue evite, nemet Doue e-unan ; kemer a rent ar vad evit an droug, hag an droug evit ar vad.

Kador sant Per, eman ar miraklou hag ar profesiou oc’h ober postou dindani. Ar miraklou hag ar profesiou a zo testeniou skler da welet, hag êz da anaout d’an holl. An neb a c’hall en em harpan warne n’hell ket bezan ar gaou gantan, ha setu perak, eus an eil kantved d’egile, Kador sant Per eo Kador ar wirione. O ’n em vodan en-dro d’ezi, ar boblou a anavezas Doue :

petra oa da gredi anezan,
petra oa d’ober evitan,
petra oa da c’hortoz digantan.

O ’n em vodan endro da Gador sant Per, ar boblou troet, dre o zechou, muioc’h war an droug evit war ar vad, a gavas nerz da vale, dienkrez ha difazi, war hent striz ar vue.

N’eo ket souez eta en em vodfed gant dudi endro d’ar Gador vinniget-ze, hag e karfed anezi, pe hi a zo diazezet en Jeruzalem, pe hi a zo diazezet en Antioch, pe hi a zo diazezet en Rom. Anezi e koue ar sklerijen hag an nerz an eus ezom an den da astenn e re e-unan, ma c’hallo en em gaout en gloar ar baradoz.