Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
23 C’houevrer
sant per damian


Trede devez warn-ugent a viz C’houevrer


Sant Per Damian
Eskob ha Doktor eus an Iliz (1007-1072)



Per a c’hanas en Ravenn, er bla 1007, hag a oa ar yaouankan eus a seiz. E vreur henan, dre ma kave d’ezan e oant re a vugale evit an nebeut a zanve o devoa o zud, a ’n em glemme alïes anezan d’e vamm. Houman a deuas da skuizan o klevet e c’hourdrouzou, hag a chomas hep magan he c’hrouadur. Eur vreg vat a gemeras true ouz ar bugel, a vevas anezan en hanv Doue, betek ma teuas e vamm da gaout muioc’h a galon.

Da bemp bla, e kollas e dud. E vreur henan hen c’hemeras neuze da bôtr-saout, hag a oe didrue en e genver.

Koulskoude, ene Perig, en kreiz ar mor a drubuilhou an evoa da dreuzi, a gaerae bemde muioc’h-mui. Eun devez ma oa o vont da gas e loened da beuri, naon-du d’ezan, e kavas eur pezig arc’hant war e hent hag e lavaras outan e-unan : « Gant an dra-man, da vihanan, am bezo bara ! » Mes kerkent e chenchas zonj : « Ar