Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

-


De kentan ar bla


Eizved Ginivelez Hon Zalver Jezuz-Krist



En amzer goz, an Otrou Doue, o welet e oa kement a denvalijen en sperejou an dud, ha kement a strafuilh en o c’halonou, ma n’hallent mui na miret nag anaout ar gourc’hemennou en devoa merket en o c’honsians, a zibabas Abraham [1] da vezan tad eur bobl hag a vije e bobl muian-karet, dre ma tlee e Vab muian-karet genel dioutan. Ar bobl-se e oa pobl Israël, ar Judevien. Eiz devez eta goude o ginivelez, ar Judevien vihan a veze merket betek ar gwad, da ziskouez e kemere Doue galloud warneze, en eun doare strisoc’h evit war an dud-all, hag e oant savet eus renk e grouadurien da renk e vugale.

Al lid-ze a veze grêt, peurliesan, gant an tad, pe gant unan eus ar gerent nesan, ar gwellan dorniet evit an dra-ze. En eur ober anezan, an neb hen gre a lavare : « Ra vezo binniget an Otrou, hon Doue ! Santelaet en deus e vuian-karet, adalek barlen e vamm, ha merket e lezen en hon izili. Lakat a ra war e vugale siel an emgleo, ha skuilh a ra warneze bennoziou an tad Abraham ! »

Hag ar re a zelle, eun dek ane, da nebeutan, a responte : « Ra vevo an hini ho peus dibabet da vugel ! »

Eur wech skuilhet ar gwad, al lidour a lavare c’hoaz : « Otrou, Doue hon tadou, krenvaet ha miret ar c’hrouadur-man d’e dad ha d’e vamm. Ra vezo e hano brudet kaer etouez bugale Israël. Ra vezo hanvet... (Hag e veze lavaret d’ar c’hrouadur, evit ar wech kentan, an hano a veze bet klasket d’ezan gant ar gerent). Ra deuio d’ober levenez an tad an eus e grouet hag ar vamm he deus hen ganet ! »

  1. 2296 arôk donedigez Hon Zalver Jezuz-Krist.