Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/154

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
25 C’houevrer
an den eurus robert arbrissel


Hogen, er bla 1076, Jeruzalem a oa kouezet dindan galloud ar Vahometaned. Gant se, kristenien an Douar-Santel a oa mantrus o doare, ha re ar c’huz-heol, evurus o vont da bardonan d’ar vro ma ’n evoa bevet ha ma oa marvet enni Hon Zalver, n’hellent mui ober o zro, hep bezan gwasket en tu pe du. Ar pab Urban II, goude bezan klevet hano eus ar reuziou a skoe pe a venne skei e vugale, a c’halvas ar bed kristen da gemer an armou enep diskibien Mahomet.

An embann bras a oe grêt en Klermont, er bla 1095, dirak eur bobl diniver, en em gavet eno eus pevar c’horn ar Frans.

« Soudarded Doue, eme Urban, kemeret ho klezeier, ha skoet didrue enebourien Jeruzalem ! Doue hen goulenn ! Diex lo volt ! » [1]

Kerkent, eus kalonou an holl, ar youc’haden skiltrus, « Diex lo volt ! » a darzaz hag a lakas da dregerni hekleoiou ar meneziou tro-war-dro.

Adhemar de Monteil, eskob ar Puy, a reas le da vont d’ar brezel, hag an darn vrasan eus ar re a oa eno a reas eveltan.

Urban a c’hourc’hemennas d’ar re a dlee mont dindan an armou, stagan eur groaz mezer ru war o skoa. Abalamour da ze, int bet lezhanvet « Kroazourien » [2] hag o brezeliou, « brezeliou ar Groaz » [3].

Evit kreski niver ar vrezellourien, ar pab a gargas Per an Ermit da brezek, en e hano, en Frans, ha Robert Arbrissel, en Breiz ha war-dro.

Komzou an daou gannad a zougas frouez. Duk Breiz, Alan Fergan, Herve, mab Gwyomarc’h, kont Leon, Konan Penthevr, mab Jaffre, eleiz a dudchentil-all hag eur mor a Vretoned, war o lerc’h, a yeas d’ar brezel. Pemp bla a lakjont d’ober o zro ; a-unan gant ar Zôzon, ar C’hallaoued hag an Italianed, e tiframmjont be Hon Zalver Jezuz-Krist eus a zindan galloud ar Vahometaned. Pemp kant mil bennak aneze a varvas. Ar re aneze a c’hellas dizrei, a zigasas gante tammou eus ar wir groaz, a oe digemeret en Breiz gant lidou kaer. Robert Arbrissel a gemere peurz er goueliou-ze.

Er bla 1099, e savas eun Urz neve a venec’h hag a leanezed, en Fontevrault, en Anjou ; an Urz-ze a oe brudet bras hag a zo c’hoaz en e zav, en hon amzer. En miz c’houevrer 1117, e kouezas gwall-glanv en Orsan. Leode--

  1. Diex lo volt : gallek koz, breman e vije lavaret Dieu le veut.
  2. Les croisés.
  3. Les croisades.