Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
26 C’houevrer
santez mac'harit a gorton


C’houec’hvet devez warn-ugent a viz C’houevrer


Santez Mac’harit a Gorton
Penitantez (1247-1297)



Mac’harit a c’hanas en Alviano, en Toskan, er bla 1247. He mamm he zavas en doujanz Doue ; mes gwasan oe, e kollas anezi abred. He zad a addimezas, hag hec’h lez-vamm a oe drouk en he c’henver. Adalek neuze, he gened hag he yaouankiz he diskaras en berr amzer.

Eun dijentil eus Monte-Pulsiano, hag a deue bep bla da dremen an hanv da Alviano, a reas anaoudegez ganti hag he c’haras. Ar verc’h, sorc’hennet, a yeas d’e heul hag a renas gantan, epad nao bla, eur vue hag a oe eur skouer fall evit ar vro hag eur rann-galon evit he zad.

Eun dro bennak, an dijentil a yeas war ar mêz, d’ober eur bale en e dreo. Diouz an abarde, kaer a oa e c’hortoz, ne oe gwelet doare ebet d’ezan. Mac’harit, enkrezet, a gasas eur mevel d’e glask. An amzer a dremene, ha kelou ebet ne deue.

En eun tol, setu ma wel o tont en ti, hanter-varo gant ar skuizder hag an naon, ar giez vihan a veze bepred o heul an ôtrou. Dal m’he devoe debret eun tamm bennak, e krogas en he broz d’ober d’ezi mont d’he heul, hag e tizoloas diraki korf an dijentil reuzeudik, lazet gant e enebourien, ha kuzet gante dindan eur bern douar ha strouez.

Raktal, dorn Doue a skoas Mac’harit. Ar glac’har d’he fec’hejou a gargas he c’halon ; daerou puilh ha c’houero a gouezas eus he daoulagad : « Mont a rin, emezi, da gaout ma zad ! »

Evit gwir, eun nebeut deiou goude, eur c’hrouadur seiz pe eiz vla krog en he dorn, ar verc’h reuzeudik a zizroe da Alviano. He zad, daoust pegen poaniet oa bet gant he bue diroll, o welet ar c’heun a ziskoueze kaout, a vriataas anezi gant teneredigez.

Mac’harit en em lakas neuze da ren eur vue neve, hag awechou, en iliz, dirak an holl, e c’houlenne pardon eus ar skouer fal he devoa roët d’he c’henvroïz.

Kement-se a zisplijas d’he lez-vamm, a deuas d’he c’hasât kement, ma oe red d’ezi mont da chom da Gorton. Eno e c’houlennas bezan digemeret en Trede-Urz ar binijen, ha