Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/157

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 C’houevrer
157
santez mac'harit a gorton

goude bezan bet lezet tri bla da c’hortoz, e oe erfin selaouet he goulenn.

Dre he finijennou kalet, e teuas a benn da drec’hi ken mat he c’horf, ma ne zantas youl fall ebet ken en he c’halon : karante Doue an evoa kemeret a-grenn plas karante ar bed. Goude bezan trec’het ar c’hig, enebour an diabarz, he devoe c’hoaz da stourm ouz an drouk-spered, enebour an diavêz.

A-wechou, e lake hunvreou hudur pe heuzus da ziwan ; en he spered, ha soniou divalo da vouboual en he diskouarn. Koll a reas e amzer.

Hon Zalver Jezuz-Krist a ’n em ziskouezas d’ezi alïes, gwech war divrec’h e vamm, gwech war ar groaz. Eleiz a dud a deue d’he c’haout, a bep tu, da zeski ganti hent an nenv, ha mantrus eo ar vad a reas endro d’ezi. Ouspen ar vad a rê d’an eneou, e roë ar yec’hed d’ar c’horfou, e-kase an drouk-sperejou er-mêz aneze, e rê da zarn, zoken, sevel eus a varo da veo.

Mervel a reas d’an 22 a viz c’houevrer 1297, ha kanv bras a oe grêt d’ezi gant he c’henvroïz. He c’horf, a-vec’h dislivet gant yenien ar maro, a zo c’hoaz en e bez, en de a hirie, ha diniver eo ar burzudou a c’hoarve en e genver.

Beneat XIII a lakas anezi etouez ar zent, er bla 1728.

————


KENTEL


Lagad ar vamm


An tad, en eun tiegez, eo ar penn ; ar vamm eo ar galon. An tad eo ar c’halloud, ar vamm eo ar garante ; abalamour da ze, pa ve mat ar gerent, ar vugale a zo diês d’eze trei fall.

An doujanz en kenver an tad hag ar garante en kenver ar vamm, mesket gant gras Doue, a vir ouz ar vugale da dec’hel diwar hent ar baradoz. An doujanz en kenver an tad a vezo kollet pell a vo, hag e vezo c’hoaz er galon eun elfenn bennak a garante evit ar vamm.

Etre daou zen yaouank a oa o vale war hent an dizenor, e savas trouz, eun devez, hag unan a zarc’haoas tôl ar maro gant egile. Kentan ger a gouezas eus genou ar muntrer a oe : « Ah ! pa ouveo ma mamm kement-man ! »

Ar c’halloud an eus ar zonj hepken eus ar vamm, evit pellât he bugale diouz au droug, a zo dister en kichen ar c’halloud an eus he lagad.

Ar re goz a lavare :


Lagad ar mestr a vag ar marc’h
Hag a laka barr-leun an arc’h.

Lagad ar vamm gristen a vir he bugale war hent ar furnez. « An den a zo grêt d’e dri bla, » a lavare Joseph de Maistre ; ar pez a ziskoue pegen abred eo red d’ar vamm teuler evez war he c’hroua-