dur, evit e ziwall dioutan e-unan, da lavaret eo, diouz ar c’hustumanchou fall a c’hellfe da gemer a vihanik ; ha diouz ar re a ve war e dro, gant aon na vefe, etouez ar re-all, unan bennak ha ’n eve ket evitan an doujanz a zo dleet kaout evit ar vugale. Ma tle ar vamm bezan eveziek, pa ve bihan he c’hrouadur, dre ma teu en oad, an evezted-ze ive a dle mont war gresk.
Eur vamm gristen a oar, ouspen, ne dalv ket d’ezi ober ar c’hed, noz-de, endro d’he bugale, ma n’en em ziwallont ket o-unan. Rak-se, e kemero preder d’o lakat da garet ha da heuilh ar relijion ; anez, n’hell ket bezan dinec’h.
Reuzeudik eo an dud yaouank n’o deus ket eur vamm d’o hentchan, rak kenteliou eun tad, n’eus forz pegen mat e vefont, ne dalvezfont biken ar c’homzou a strink eus goueled kalon eur vamm !
eandr oa ar c’hosan eus a dri breur, a oe eskob o zri hag a zo o zri war roll ar zent.
Hen a oe arc’heskob en Sevill ; Fuljans, an hini a deue d’e c’houde, a oe eskob en Esija ; hag Isidor, ar yaouankan, a oe arc’heskob en Sevill, da varo e vreur henan.
Leandr, adalek e yaouankiz, a oa brudet evel ar gwellan teodet den a oa en e amzer. Kement a spered a oa en e gomzou, ha dont a rent kement eus dôn ar galon, ma teue a benn eus an holl, kouls lavaret.
Pa oe laket en penn iliz Sevill, Levijild, eur breur-kaer d’ezan, enebour touet d’ar gatoliked ha difennour bras an Arianed, a oa roue er Spagn.
Levijild an evoa daou vab : Hermenejild ar c’hosan, Rekared an eil, arian o-daou evel o zad ; mes Hermenejild a oe gonezet d’ar fe gant e bried. Dal mac’h anavezas ar roue an dra-ze, e reas prizonian ar prins hag e lazan, dre ne oa ket bet falvezet gantan digemer ar gommunion, da oueliou Pask, eus daouarn eun eskob arian (584).
Rei a reas urz ive da harlui e vreudeur-kaer. Mes daou vla goude e kouezas gwall-glanv. Keun a deuas d’ezan da vezan grêt ar pez an evoa grêt, hag arôk e dremenvan,