Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/161

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 C’houevrer
161
benviou ar basion


Ar goaf a zo miret etouez relegou diniver iliz Sant-Per, en Rom.

Eun tach a zo miret en Rom, eun all en Trev ; eun all zo teuzet en kurunen impalaered an Hongri ; eun all ’zo kollet en mor Venis.

Ar zaë hep gwri, a rannas ar zoudarded etreze, war vene Kalvar, a gouezas etre daouarn santez Helena, a roas anezi da iliz Trev, elec’h m’hen mirer c’hoaz en de a hirie.

Al lienen da zebelian a zo en Turin. Roue an Itali eo he ferc’hen.

Ar wir groaz a zo krenn dammou anezi en Rom hag en Pariz. En meur a barouz e zo bruzunou, ha gante e ve binniget ar bobl kristen, gwech an amzer.

An hevelep de, e rêr gouel sant Ruellin pe Rivelen, diskennet en Breiz gant sant Tual, e kerz ar VIet kantved, ha deut da vezan, war e lerc’h, abad hag eskob Landreger. Eun ti eus kêr Landreger a doug c’hoaz e hano.

————


KENTEL


An devosion da Basion Hon Zalver


An devosion da Jezuz-Krist, en e Basion, a zo bet, a-viskoaz, unan eus an devosionou karet ar muian gant ar zent.

Sant Pol a lavar d’imp ne fell d’ezan anaout netra nemet Jezuz-Krist, ha Jezuz-Krist stag ouz ar groaz.

Sant Fransez Asis, dre e zevosion da Jezuz-Krist en e Basion, a veritas dougen war e gorf pemp gouli Hon Zalver. An holl zent a c’hourc’hemenne an devosion da Basion Jezuz-Krist, evel louzou mat eneb an dentasionou, ha netra n’hell hon lakat da garet an Otrou, kement hag ar gwel eus ar pez an eus teurvezet gouzanv dre garante evidomp. Petra c’helle d’ober, ha n’en deus ket grêt ?

Bezomp eta devot bras da Basion Jezuz-Krist. Greomp hent ar groaz alïes, hag e keit ma heuilhfomp Mab Doue war hent ar C’halvar, hep mar ebet, e kresko en hon spered an heûz ouz ar pec’hed, penn-abeg da holl boaniou Mab an Den.

O ma Zalver, c’houi hag ho peus gouzanvet abalamour d’in, desket d’in ive gouzanv abalamour d’ac’h. Evit ma zilvidigez eo e c’houzanvet, mes hoc’h Abostol an eus lavaret d’in e vanke eun dra bennak d’ho Pasion, evit bezan talvoudek, hag e oa ma hini.

Roët d’in eta nerz awalc’h da bignal, gwech an amzer, ho kalvar, ha da unani ma fasion gant hoc’h hini, o c’houzanv ma foaniou hep en em glemm. Etouez pec’hejou an dud hag a zamm ac’hanoc’h, eman ma re. Er gwad-ze a redas diwar ar groaz d’an douar, beradaou a redas abalamour d’in. Poaniet on gant ar zonj-ze. Pardon eta, ma Jezuz, pardon !