Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/168

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
2 Meurz
sant jaoua


————


KENTEL


An dud a benn


Mar kollomp, ni, kristenien, gant enebourien Jezuz-Krist, n’eo ket abalamour m’hon defe nebeutoc’h a nerz, nebeutoc’h a spered ha nebeutoc’h a zanve evite, mes, m’oar vat, abalamour m’hon deus nebeutoc’h a benn.

Petra eo eta an dud a benn ?

An dud a benn eo ar re a oar gouzanv, stourm ha gortoz.

I. — Ar re goz a lavare :

Gouzanv an dud hag an amzer
A zo daou dra red da ober.

Ma ne wellaer ket an amzer o youc’hal warnezan, e fallaer an dud o kounnari oute ; poan e ve gant an amzer, poan e ve gant an dud, mes red eo kaout poan en eun doare pe zoare. Etouez ar muian drein eman ar braoan roz.

An den n’an eus bet poan ebet en e vue, n’eo den ebet ; seul-vui e ver bet kizellet gant kizel ar boan ha seul-vui den e ver.

II. — Tud a zo hag a oar gouzanv, mes betek re eo e c’houzanvont, rak a-wechou, stourm a zo ken red ha gouzanv ; stourm hep digare a zo bezan trabaser ; chomp hep stourm, pa ve digare, a zo bezan didalve ha lez-ober.

Tud a zo, ne reont van ouz netra ; ha goude ma welfent trei ar bed holl war an tu gin, ne lavarfent ger.

Si a gavont, avat, en kement hini a stourm ouz an droug ; ar re-man ’ zo tud a vrezel, war a lavaront ; i, avat, diouz o c’hlevet, a zo tud didrous.

En gwirione, didrous int, rak kousket int en mailhuren o leziregez. An dud-ze n’int ket tud a benn, stroberien n’int ken ; an dud a benn a gar hag a oar stourm, pa ve red.

III. — An dud a benn a oar gortoz.

Darn a zo hag a gred eo dleet d’eze kaout ar viktor d’ar c’hentan tôl skoa ha d’ar c’hentan tôl teod a zistagont, hag a zo souezet, zoken, o welet an nebeut a chenchamant a zo deut war o lerc’h.

An dud a ve kollet a vagadou
Ha salvet a hiniennou.

An droug a ve grêt en berr-amzer ; ar vad a deu divalo ; hag an dud a oar gouzanv stourm ha gortoz, ar re-ze, hepken, hen digas. Red eo sevel goude al lamm kentan, goude an eil, goude an trede ; sevel hirie, varc’hoaz ha bepred. An dud a benn eo a gas an treo endro, war an douar-man ; an dud berboellik a ra niver, ha netra ken :

Bezomp bepred
Bretoned,
Bretoned, tud kalet.