n amzer-ze, e oa eun den brudet, e hano Fregan, kenderv ar roue Breizad Katoui...
» Gant e zaou oanig, da lavaret eo, e zaou vab, Gwezenok ha Jakut, hag o mamm Gwenn, hag eun nebeudik tud-all, e treuzas mor Breiz, oc’h ober hent warzu Bro-Arvor, a oa disheoliet mat d’ar c’houlz-ze gant ar c’hoajou bras a c’holoe anezi eus an eil penn d’egile.
» Douaran ’ reas en porz Brehak, war-dro pemp heur diouz an abarde. En em lakat a reas raktal d’ober eur bale en douarou tostan. Dizoloi a reas eur mêzou, bras awalc’h da c’hallout sevel ennan eur ploue, gwaskedet gant ar c’hoajou, klozet tro-dro gant ar strouez ha douret gant dour stêr ar Gwad. Sevel a reas eno e lojeiz. »
Hepdale, niver ar re a oa gantan a greskas. Eleiz a zanve o devoa : Ploufregan, ar gentan parouz pe ar c’hentan Ploue a zo hano anezan en Breiz, a oa savet (460).
Eno eo e lakas Gwenn eun trede bugel er bed. Hanvet e oe Gwennole gant e dad. Tleout a rê bezan unan eus an dud a lezas dônan o roudou en douarou Breiz.
Da seiz vla, Gwennole a oe kaset d’ar skol gant sant Budok, da enezen Laure. Gwech an amzer, ar pôtr a deue, koulskoude, da welet e gerent, hag eun dro bennak da vihanan, e c’hoarvezas eun neventi, epad ma oa er gêr, hag a roas da anaout ar c’halloud an evoa dirak Doue.
Eul leo diouz Ploufregan, en park an derven, e oa deut da chom eur Breizad-all, e hano Rhigall. Na Fregan, na Rhigall ne oant gwell droet gant al labour-douar ; troetoc’h kalz e oant gant ar c’hezeg. Hogen, en amzer-ze, e oa kezeg goue, a vandennou, o redek en dônder ar c’hoajou ; gant dreven ha lien e veze tapet ha kabestret ar re yaouankan ha stummet kaeran, ha, dre forz preder e teued a benn d’o donvât.
Fregan ha Rhigall a deuas evelse da gaout peb a varchosiad kezeg kaer ; mes dalc’h-mat e save tabut etreze