Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 Genver
17
sant odilon


Eil devez a viz Genver


SANT ODILON
Abad Kluny (962-1049)



Ar zant-man, trede mab an ôtrou Berald a Vercœur, a oa ganet en Auvergn. Da dri bla, n’halle ket bale c’hoaz. Eun devez, e vagerez o vezan grêt d’ezan azezan war dreujou iliz an Itron-Varia, a lezas anezan eno, eur pennad, e-unan.

Ar c’hrouadur en em stlejas war e grabanou betek an ôter vras, hag o sevel e zaoulagad trezek skeuden ar Werc’hez Vari, e pedas anezi kalonek d’ober d’ezan kerzet evel ar vugale-all. En eun tôl, e teuas nerz en e zivesker, hag o vezan savet en e zav, e kerzas, ken sederik ha tra, tro-war-dro d’an ôter.

Goude e bareans vurzudus, en em roas a-grenn d’ar Werc’hez Vari, ha ne golle tro ebet da zougen ar re-all da garet ha da enori Mamm Jezuz.

D’e c’houec’h vla warn-ugent. en em dennas en kouent Kluny. Biskoaz ne oa bet gwelet manac’h ebet troetoc’h war ar studi ha war ar beden evit ne oa. Gant e vla ha tregont e oa, pa deuas Sant Maieul, abad ar gouent, da gouezan klanv ha d’hen dibab evit derc’hel e blas. Odilon, en eur gemer ar garg-ze, a gomprenas dustu e oa red mat d’ezan talvezout da skouer, war bep tra, da gement hini a oa dindanan.

E zevosion evit Anaon ar purgator a rê d’ezan ober bemde pedennou birvidik ha pinijennou kalet evit o diboanian. Hen eo a zigasas ar c’hiz, er bla 998, d’ober hanter-gouel an Anaon, de warlerc’h gouel an Holl-Zent.

Poanial a reas ive, eus e wellan, da zigas ar c’hiz da chom hep ’n em gannan, er brezel, adalek ar merc’her da noz betek al lun vintin, dre zoujanz ouz an deveziou m’eo c’hoarvezet ar burzudou brasan eus bue Hon Zalver Jezuz-Krist.

Ar c’hentan Ehan-Doue [1] a zo komzou anezan eo hini ar bla 1027.

Er bla 1030, e teuas kement a c’hlaoeier ma n’hallas ket an trevajou darevi, ha ma savas eur gernez skrijus dre ar vro. Manati Kluny a oa pinvidik. Sant Odilon ne daleas ket da rannan e zanve etre an dud ezommek, ha pa ne

  1. Trêve de Dieu