Daoust ma oa trec’h, hag a-bell, d’e venec’h, dre e c’halloud hag e ouiziegez, Gwennole a oe bepred izel a galon, evel eur bugel, ha troet gant ar binijen. Bara heiz oa e vagadurez ; eur c’holc’hedad krec’hin gwez e wele ; epad ar c’hoareiz, ne gemere nemet daou bred er zun.
Mes daoust ma oa striz en e genver e-unan, ne oa ket rok en kenver ar re-all ; ne oa ket uheloc’h an eil ger d’ezan evit egile. Bepred e veze laouen ha netra n’helle strafilhan e ene.
Gwennole a varvas er bla 532. O c’houzout e oa tost d’e dremenvan, daoust ne oa ket klanv c’hoaz, e vodas e venec’h hag e kimiadas dioutê. Goude-ze, e lavaras an oferen hag e kommunias dindan doareou ar bara hag ar gwin. Neuze, en e zav en kreiz an ôter, harpet war daou eus e venec’h, e tremenas hep poan, d’an 3 a viz meurz.
Sant Gwennole a veze laouen dalc’h-mat ; e boaniou an evoa koulskoude, evel ma ’n eus pep den, mes n’hellent ket noazout ouz peuc’h e ene ; kemeromp skouer warnezan, rak an dristidigez a zo unan eus ar c’hlenvejou gwasan a c’hell kregi en den !
An dristidigez a bella ar Spered-Santel, rak ar Spered-Santel eo al levenez memes, hag abalamour da ze, e ve lavaret eus eun den hag an eus levenez gwalc’h e galon, eo laouen evel ar Spered-Santel.
An dristidigez, ma lak ar Spered-Santel da bellât diouz an ene, n’eus ket par d’ezi, war dâl eun den, kennebeut, evit lakat an drouk-spered da dostât outan.
Bep gwech m’en em laouennaomp herve Doue, bep gwech e roomp eur laz d’an drouk-spered, eme Origen. Quoties in Deo gaudemus, toties diabolum flagellamus.
An dristidigez, ma ra droug ha droug bras d’an ene, ne ra ket a vad d’ar c’horf kennebeut, pell ac’hane. Ma lak an ene da gouezan prim etre skilfou an drouk-spered, e lak ive ar c’horf da gouezan en tenvalijen ar be, kentoc’h evit ne oa dleet : an dristidigez eo c’hoar ar follente.
Gwelet ho peus bet, marteze, ar c’hreiz hag an traou eus ar meneziou uhel, goloet a goumoul, skoet gant barrou arne spontus, epad ma ve o c’hribennou beuzet en sklerijen dudius an heol. Evelse e tle bezan hon ene, en kreiz hon brasan poaniou a gorf, a spered, pe a galon ; laouen bepred, ha daoust da bep tra, rak, eme sant Fransez a Zal, eur zant trist a zo trist e zantelez.