Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/177

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 Meurz
177
santez perpetua ha santez felisite


C’houec’hvet devez a viz Meurz


Santez Perpetua ha Santez Felisite
Merzerezed Karthaj (203)



Er bla 202, an impalaer Septim-Sever a gasas urz, dre ar vro, da glask ha da lakat d’ar maro kement kristen a vije kavet. War-lerc’h ar gourc’hemen-ze eo e c’hoarvezas en Karthaj merzerenti glorius ar c’hatekizer Saturus ha hini pemp-all bet kelennet gantan war relijion Jezuz-Krist : ar sklavour Revokatus hag e bried, ar sklavourez Felisite ; an daou zen yaouank, Saturninus ha Sekundulus, hag an itron yaouank a renk uhel, Vibia Perpetua.

Dal ma klevas tad Perpetua e oa e verc’h er prizon, e teuas d’he c’haout. Hen a oa c’hoaz azezet en tenvalijen ar gaou, hag e klaske ober d’ezi dizrei da zoueou koz e vro.

— Ma zad, eme Berpetua, gwelet a ret-hu ar pod-ze a zo aze war an douar ?

— Ya ! eme an tad, hen gwelet a ran.

— Ha goest hoc’h-hu da rei d’ezan eun hano-all, ouspen an hini a roan-me d’ezan ?

— Nan, emezan.

— Mat, eme ar wreg kalonek, me n’on ket evit lavaret e vefen netra, nemet ec’h on kristenez !

Koulskoude, hini ebet aneze c’hoaz, nemet Saturus, ne oa badezet. Kentan ma c’helljont kaout an tu, e lakjont eta an dour sakr da wennan o eneou, ha Perpetua, o tiskenn en dour ar zakramant, a c’houlennas hepken ouz ar Spered-Santel ar c’hras da gaout nerz awalc’h en he c’halon da c’houzanv, betek ar penn, ar poaniou a oa ouz he gortoz. Neve laket he devoa eur c’hrouadur er bed ; dont a reas da gaout ôtre d’e vagan ha d’e viret en he frizon.

Nebeut goude, ec’h eas dre gêr ar vrud e oad o vont da varn ar gristenien. D’ar c’helou-ze, tad Perpetua a deuas adarre, d’ar red, da gaout e verc’h : « Oh ! emezan, kemer true ouz ma bleo gwenn ! Kemer true ouz da dad ! Dalc’h sonj out bet savet ganin, hag abalamour d’ar preder am eus kemeret noz-de ganit, eo ec’h out ’n em gavet en bleun da yaouankiz. Na laka ket an dismegans da gouezan warnon. Dalc’h sonj eus da vreudeur, eus da vamm, eus da voereb, eus da vugel, a varvo hep-out. Hini