stourm ouz ar c’hig hag e oe evel eun êl o vevan en eur c’horf dinam.
Goude e vamm hag e vreudeur, e oe tro e c’hoarezed. Ar re-man a gomzas ive, evit gonit netra. Hen eo an hini a c’honeas unan aneze, a ’n em reas leanez ; diou-all a gemeras true outan, o welet anezan dalc’het keit-all dindan alc’houe, hag hen diskennas eus prenestr e brizon, epad an noz, en eur baner.
Menec’h sant Dominik a zigemeras anezan en o divrec’h, e traou an tour, hag a gasas anezan gante. Er bla 1245, e oa en Kologn, er skol gant Albert ar Bras. E vignoned, o welet pegen sioul e veze, a lezhanvas anezan « ejen mut Sisil. »
Mes Albert a deuas abred d’anaout pebez danve den a oa en Thomas. « Ni a lezhanv ar pôtr-man eun ejen mut, emezan, mes, en gwirione, e vlejadennou a dregerno kement, eun de da zont, ma vefont klevet dre ar bed holl. » Tri bla goude, e oa gwelet dija al lavar-ze o tont da wir, rak er bla 1248, Thomas, daou vla warn-ugent hepken d’ezan, a oe karget d’ober skol en Kologn. Prest goude, e kemeras renk etouez an doktored hag e kelennas eu Pariz, en Rom, en Bologn hag en Napl.
Nac’h a reas bezan arc’heskob en Napl. Mervel a reas, (1274) en manati Fosso Nuova, er c’houlz ma oa o vont da Gonsil Lyon.
Sant Thomas eo kaeran spered den a vevas war an douar, abaoue m’eo pignet Jezuz-Krist en nenv. Kement tra a c’hoanta gouzout an dud fur ha kristen, a zo renket en e skridou. « Ar re a heuilh e gelennadurez, eme ar pab Innosant VI, n’emaent ket pell diouz an hent mat, ha kement hini a ’n em zav en hec’h eneb a zo tost d’ar gaou. »
Sant Thomas a oa, daoust da ze, dilorc’husan den a c’helljed kaout. N’en em lake kammed dreist ar re-all ; ne lavare kammed eur gomz dismegansus evit eun all ; ne vije, kammed, neventi ebet en e gelennadurez, a ziazeze bepred war ar Skritur-Sakr, war lavariou pabed, sent ha doktored an Iliz ha tud fur an amzer goz.
E zevosion da Jezuz-Krist o chom, noz-de, war an ôter, dre garante evidomp, a reas d’ezan sevel ofis dudius ar Zakramant, meulet ra vezo.
Abalamour d’ar c’hoant an evoa da zeski, ha d’an aked an evoa da rannan e zeskadurez endro d’ezan goude-ze, Leon XIII, dre eul lizer-meur embannet dre ar bed holl, an eus e hanvet da batron an holl skoliou kristen.