Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/183

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Meurz
183
sant yan doue


Eizvet devez a viz Meurz


SANT YAN DOUE
Tad ar beorien (1495-1550)



Yan Doue a deuas er bed en Monte-Major, en rouantelez ar Portugal, er bla 1495. E gerent ne oant ket pinvidik, hag o vezan n’o devoa ken mab nemetan, e oa o holl zenzor.

E c’hinivelez, evel hini sant Yan-Vadezour, a skuilhas levenez en kalon eleiz a dud. Dal ma oe gourvezet gant e vamm en e gavel, an ti a deuas da sklerijennan en eun doare souezus, ha kleier ar barouz, aneze o-unan, a yeas en brall, sonet, da gredi eo, gant êl-mirer Yan, a embanne donedigez tad ar beorien.

E vamm a lakas hec’h holl aked da zevel anezan ervat. D’an oad a eiz vla, o vezan klevet eun tremeniad o komz dirakan eus kaerder Madrid, kêr-benn ar Spagn, e savas c’hoant gantan da vont betek eno, hag en em lakas en hent, e-unan, hep lavaret da zen.

Kaer o devoe e dud e glask, n’hen c’havjont mui. E vamm a varvas gant ar rann-galon, hag e dad, goude bezan roët e vadou d’ar beorien, a ’n em reas manac’h en Urz sant Fransez.

Ar pôtr bihan, e keit ze, a gerze gant e hent, magadurez ebet d’ezan nemet an tammouigou bara a veze roët d’ezan, beb an amzer, en aluzen.

Eun devez, ec’h azezas war eur garreg, en Dropeza. Eun tieg pinvidik o tremen, a gemeras anezan da bôtr-saout, dre drue outan. Yan a dremenas e vue en ti an den mat-ze. Da ugent vla, e vestr, o welet e oa barrek diouz pep tra, a lakas anezan en penn e diegez, ha daou vla goude, e kinnigas e verc’h d’ezan en dimezi. Yan, keun d’ezan bepred d’e vank kentan, a gredas e oa re vrao an dra-ze dioutan hag a dec’has adarre.

Neuze ec’h eas da zoudard, en arme Charlez V, hag e stourmas en meur a vrezel. Daoust d’ar skoueriou fall a wele endro d’ezan, e chomas war an hent mat, eur pennad, mes tamm ha tamm e risklas hag e kouezas en droug.

Eur gwall-dôl a zigoras d’ezan e zaoulagad. Eun devez ma oa o vont da gerc’hat boued loened, e kouezas diwar