Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
9 Meurz
santez franseza


Brasoc’h eo bet galloud an drouk-spered evit n’eo mui. Gwechall, n’eo ket, hepken, ouz eneou an dud en em gemere, mes zoken ouz ar c’horfou, ar pez ne ra ket kement ken, a drugare Doue.

Stlejan rê aneze a-gle hag a-zeou ; mont ha chom a rê enne. Jezuz-Krist a ziboanias eleiz a dud evelse, a oa o c’horfou perc’hennet gant an drouk-sperejou.

Ar gristenien, gant o zreo binniget, o laka da dec’hel. Lakomp eta us d’hon mêziou kroaz vinniget Hon Zalver. Miromp en hon zier dour binniget, goulou binniget ha bodou binniget. Dougomp warnomp, noz-de, skapular ar Werc’hez, hag en em erbedomp alïes ouz hon êle mat.




Dekvet devez a viz Meurz


An daou-ugent kurunet
Merzeriet e Sebast



Lizer-kemennadurez Milan, er bla 313, a roas ar peuc’h d’an Iliz. Sinet oa gant Konstantin, impalaer ar c’huz-heol, ha gant e vreur-kaer Lisinius, impalaer ar zav-heol.

Gwasan a oe, Konstantin ha Lisinius ne dalc’hjont ket pell da ’n em glevet. Brezel a zavas etreze. Lisinius, evit hegan Konstantin, difennour an Iliz, a waskas ar gristenien. Konstantin a roas lamm d’ezan, er bla 323, ha tôl ar maro er bla war-lerc’h.

Adalek neuze, an impalaer kristen oa mestr ar bed holl, hag an Iliz a gave ar peuc’h er zav-heol, evel m’he devoa kavet er c’huz-heol, dek vla kentoc’h.

Etouez ar verzerien a skuilhas o gwad en amzer Lisinius, kentoc’h eget nac’h o fe, e kavomp eun hano hag a lugern etouez an hanoiou-all, hini an daou-ugent kurunet, merzeriet en Sebast.

Soudarded oant, ha pa gemennas an impalaer lakat ar re a oa dindan an armou da gemer peurz er zakrifisou en enor d’an doueou, e tizentjont ouz mestr an douar, kentoc’h evit dizenti ouz mestr an nenv. Barnet e oent raktal d’ar maro. Epad ar pennad amzer a dremenjont er prizon, goude o barnedigez, da c’hedal o merzerenti, an daou-ugent kondaonet a skrivas o zestamant.

Dre bluen unan aneze, Meletius, e kasjont da veleien ha da avielerien o bro, d’o c’herent, d’o mignoned, heman