Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/193

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Meurz
193
santez koletta

ifern ; pedennou an abadez eo o deus miret ouzin da vont da goll da virviken ; » hag e c’hourvezas adarre kerkent en hec’h arched, maro-mik !

Koletta a goueas klanv en Gand, en miz c’houevrer 1447, hag eno e varvas, d’ar 6 a viz meurz war-lerc’h. Eno ive e oe sebeliet. War he be eo skrivet ar gomz-man : « Mignonez tener an Otrou Doue, rozen digor, stereden lugernus, dalc’h sonj ac’hanomp en heur ar maro. »

He relegou a zo breman en Poligny, er Jura.

Pi X a lakas ober he gouel, d’ar 6 a viz meurz, pe d’an de libr tostan a vije kavet.

————


KENTEL


Klaskomp kreski gloar Jezuz-Krist


Jezuz-Krist eo Roue ar rouaned hag Otrou an otroned ; seul-izel e tiskenn ha seul-muioc’h e c’hloar a dle bezan laket da lufran.

Evelse e reas Doue an Tad.

P’hen gwelas o tiskenn eus an nenv hag o c’henel en kraou Bethléem, e kasas êle da embann e c’hloar d’ar vesaerien tro-war-dro.

P’hen gwelas o tiskenn war lez stêr ar Jourden, etouez ar bec’herien, evit bezan badezet gant sant Yan-Vadezour, o komzas, eus barr an nenv, evit ober e veuleudiou.

P’hen gwelas o vervel en dismeganz, war mene Kalvar, e lakas ar re varo da zevel eus o beziou, e tôlas war an heol eur goumoulen, e lakas ar reier da frailhan hag an douar da grenan.

Evelse e reas Doue an Tad, evelse e tleomp ober, ni ive, d’hon zro. En kraou Bethleem, Jezuz-Krist a oa krouadur ; war ar groaz, e oa den ; en sakramant an ôter, n’eo mui henvel nemet ouz eun tamm bara. Na pegen izel eo diskennet ! Na pegen bras e tle bezan hon doujanz en e genver, ha na pegen bras e tle bezan hon aked da greski e c’hloar, o poanial bemde d’anaout anezan gwelloc’h ha da garet anezan muioc’h ! N’omp krouet, koulskoude, nemet evit an dra-ze ; ne refomp nemet an dra-ze er bed-all ; greomp eta, en bihan, war an douar-man, ha gwellan m’hellfomp, ar pez a dleomp d’ober, en bras, en splander ar baradoz.


X