ol Aurelian a c’hanas en Breiz-Veur, war-dro ar bla 480, en eur c’harter hag a hanved Penn-ejen. E dad, eun den a renk uhel, a gasas anezan abred d’ar skol gant sant Iltud. Eno e trec’has ar vugale a oa gantan, dre e ouiziegez ha dre e fumez.
Da c’houezek vla, en em dennas en eul lec’h distro hag e kendalc’has eno, e-unan, e vue a studi hag a beden. Da dregont vla, e oe beleget, hag e savas neuze eur manati, daouzek beleg ennan, hag hen ar penn aneze. Prest goude, war c’houlenn ar roue Mark Konomor, e prezegas ar fe en e rouantelez, ha pa c’hoantaas heman gwelet ober eun eskob anezan, e treuzas ar mor don, (512).
Bezan e oa gantan, ouspen e zaouzek beleg, daouzek dijentil, nizien ha kendirvi d’ezan, gant o gwrage, o bugale hag o servijerien ; eur c’hant bennak a c’hallent bezan o tivroan.
Ober a rejont eun diskenn en enez Eusa, hag ac’hane e pignjont en douar bras. Goude eun nebeut miziou diskuizan en bro Talmeze [1], e treuzjont an
- ↑ El lec’h m’eman breman Lambol-Witalmeze.