Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/204

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204
15 Meurz
sant lonjin

ar pez a oa bet merket diwar-benn Salver ar bed, pell bras a oa, : « Ne vije torret askorn ebet ennan. »

Sant Yan a welas gouli ar galon, hag a lavar e strinkas gwad ha dour anezan. Jezuz-Krist a gemeras true ouz ar zoudard a deue da gaout doujanz evit e gorf-maro, hag a zigoras e zaoulagad da sklerijen ar fe.

War a lavarer, Lonjin a varvas merzer. Skuilh a reas e wad, dre garante evit an den-Doue an evoa gwelet o skuilh, betek ar berad divezan eus e wad, dre garante evit an dud.

————


KENTEL


Gouli Kalon Jezuz


Ar galon eo skeuden ar garante. Jezuz-Krist, evit diskouez d’imp pegement e kare ac’hanomp, a falvezas gantan e vije digoret e Galon, ar Galon-ze a dride dija en kraou Bethleem, dre garante evidomp, a c’houzanvas poaniou ken garo en liorz Jetsemani, hag a c’hed, noz-de, ac’hanomp breman, war dôl ar Zakramant. Tostaomp eta hon c’halon skornet, ma teuio da domman diouz e hini tomm-bero.

Sellomp alïes ouz Kalon Jezuz ; ar zell-ze a zigas sonj d’imp eus ar c’henteliou a zavas ’vit an dud, eus ar pedennou a reas evite d’e Dad, eus ar skoueriou kaer a roas endro d’ezan, eus ar zakramanchou, andoniou ar vue evit hon eneou ; eus ar baradoz, rak treo int holl ha n’o deus gellet diwan nemet en e Galon-Zakr. Na pebez tôlen helavar eo Kalon Jezuz ! Sellomp alïes outi.

Jezuz a oa tremenet. Ar gouli grêt en e galon, didalve da welet, a dalvezo da Jezuz da ziskouez d’an dud betek pegeit eo êt e garante ; digeri a ra dor ti ar garante. En em dennomp ennan eta ; eno ema ar peuc’h, ar sklerder, ar zantelez, ha diwallomp da zerri anezan ken dre ar pec’hed !




C’houezekvet devez a viz Meurz


Ar Gwad presius



An Otrou sant Per a lavare d’ar gristenien : « N’eo-ket gant aour ha gant arc’hant, treo hag a vergl hag a deûz, oc’h bet dasprenet, mes gant gwad presius Hon Zalver Jezuz-Krist, an Oan digailhar, disi ha dinam. »

Hon Mamm zantel an Iliz a fell d’ezi e vefe ar gentel-