atrik, lezhanvet abostol an Iverzon, kar, dre e vamm, da zant Martin, eskob Tour, a oe laeret da c’houezek vla, gant tud goue, ha kaset evel sklavour d’an Iverzon. Eno, e oe karget da vesât al loened, ha goude bezan grêt ar vicher-ze epad c’houec’h vla, e c’hellas kaout e frankiz hag e tizroas da Vro-C’hall.
Studian a reas neuze en skoliou menec’h Marmoutier ha Lerin. Chom a reas, eur pennad, en kichen sant Jermen Auxer, ha mont a reas gantan da Vreiz-Veur, da rei dorn d’ezan da zispenn ar fals-kredennou a gase Morvan etouez kristenien ar vro-ze.
Eur wech dizroet da Vro-C’hall, ne zaleas ket da vont da Rom (432), hag ar pab Selestin a roas d’ezan e vennoz, gant ar gemennadurez da vont d’an Iverzon da brezek ar fe. O tremen dre Auxer, sant Jermen a gonsakras anezan eskob. War e hent, e kavas menec’h a falvezas gante mont d’e heul.
Epad ar rest eus e vue, e labouras da rei da bobl Iverzon anaoudegez eus Hon Zalver Jezuz-Krist. Klask a reas dont a benn eus e vestr, Milcho. Kas a reas d’ezan aour,