Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/209

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Meurz
209
sant gabriel arc'hel


Triouec’hvet devez a viz Meurz


Sant Gabriel Arc’hêl
Kannad ar C’helou mat



Gabriel a zo unan eus prinsed an Ele.

Bezan eo unan eus ar seiz arc’hêl a zo dalc’h-mat en o zav dirak trôn an Otrou Doue, evel ma lavaras e-unan da Zakarias.

E hano a zinifi « nerz Doue. »

D’ezan e oe roët ar garg da gas war an douar kelou eus Mab Doue o ’n em ober den evit silvidigez an dud. Hag evit gwir, nerz Doue n’en em ziskouez gwelloc’h en nep lec’h evit en Jezuz-Krist, Salver ar bed.

Gabriel a roas da anaout da Zaniel ar peder rouantelez a dlee kouezan an eil goude eben, arôk donedigez ar C’hrist, hag an dek sun ha tri-ugent a vlaveziou a dlee tremen c’hoaz goude, arôk e c’hinivelez.

Gabriel eo a ’n em ziskouezas da Zakarias da gemenn d’ezan ginivelez Yan-Vadezour.

El an Otrou a oa en e zav en tu deou da ôter an ezanz, eme sant Lukas.

Ouz e welet, Zakarias a oe strafilhet :

— N’ho pezet aon ebet, Zakarias, eme an êl, ho pedennou ’ zo bet selaouet. Elisabeth, ho pried, a c’hano eur mab, ha c’houi hen hanvo Yan.

» En dudi e c’hellfet bezan abalamour d’ezan, hag e c’hinivelez a raio da eleiz en em laouennât, rak bras e vezo dirak an Otrou. »

Zakarias a lavaras d’an êl :

— Penôs e welin-me an dra-ze ? Koz on, ha ma fried he-unan a zo êt pell war an oad.

Hag an êl a respontas :

— Me eo Gabriel, a zo em zav dirak Doue, hag a zo bet digaset da gomz ganac’h ha da gas d’ac’h ar c’helou mat-se, ha setu ma vefet mut ha n’hellfet ket komz ken, betek an devez ma c’hoarvezo an treo-ze, abalamour ma n’ho peus ket kredet ma c’homzou, a deuio da wir p’en em gavo ar mare.