Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 Genver
21
sant maker


————


KENTEL


An doare d’ober vad


N’e ket red d’imp tizout oad ar zant-man ; gant ma tizfomp e zantelez, awalc’h eo. Evit bezan santel, n’e ket awalc’h kaout c’hoant d’ober vad, red eo ive goût an tu d’hen ober.

Pa c’hoantaer lakat eun dra en penn an dud, e renker mont d’eze dre ar galon ; anez ze, eo poan gollet. Evel a lavare ar re goz a zo gwir : « N’e ket gant an daboulin e ve tapet ar c’hezeg spontik. » Ar c’homzou trenk ha lorc’hus a lak ar re vat da drei fall, elec’h ar c’homzou izel ha kalonek a lak ar re fall da drei mat. Ma zo kement a dud o klask ober ar vad ha ken nebeut a vad grêt, e c’haller lavaret, en gwirione, eo ma zo eleiz hag a goll o amzer, dre n’o deus biskoaz tapet an tu da lakat o c’henteliou da blijout.




Pevare devez a viz Genver


An Intanvez Santel Anjela Foligno
EUS TREDE-URZ SANT FRANSEZ (****-1309)



Anjela a oa ginidik eus a Foligno, eur gêrig vihan eus an Itali hag a zo ter pe beder leo diouz Asiz. Den ar bed a oa, da vat, en he yaouankiz. Ne gare nemet ar giziou neve hag an dilhad kaer.

Dimezi a reas hag he devoe eleiz a vugale. Epad ma veve er stad a briedelez, e plijas gant Doue ober d’ezi dizrei a-grenn trezek d’ezan, en eur rei d’ezi da anaout pegen euzus eo ar pec’hed ha pegen risklus ’ oa eviti bezan ken dizeblant evel ma oa ouz he zilvidigez.

Ober a reas neuze eur zell war he yaouankiz, hag, o welet pegen skanv ha digompez e oa bet he bue dremenet, en em lakas da ouelan warnezi hec’h-unan, ha ne baouezas d’ober epad pell amzer.

Kement a vez, zoken, he devoe ouz he fec’hejou, ma ne gredas ket, an tôl kentan, o anzav sklêr awalc’h ouz he c’hovezour, ha ma tostaas, meur a wech, ouz an dôl zantel, gant eun ene ha ne oa ket digailhar tre. Koulskoude, ar zonj a ze a grigne noz-de he c’halon. Doue a roas d’ezi, eun dro bennak, nerz awalc’h da ’n em zizam-