Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/212

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
19 Meurz
sant jozef

Moïzez. Da ze ar Sabat, hen c’hase gantan d’an ti-bedi da rentan, evel den, e zle d’an Otrou Doue.

Bep bla, evel ar Judevien-all, ec’h ee gant goueliou Pask da Jeruzalem. Da daouzek vla, Jezuz a yeas gantan, a oe kollet er gêr zantel, kavet, goude tri devez, etouez an doktored sebezet ouz e glevet. Ar bugel-Doue a zizroas gant e gerent da Nazareth, hag a zente oute ; kreski a rê en ment, en nerz hag en furnez : an denvalijen a rê bepred an dro da di al labourer Jozef, mes ar sklerijen a greske en diabarz.

Jezuz a zeskas micher e dad-mager. Al labour n’eo bet biskoaz eun dizenor evit den, na, zoken, ar baourente : n’eus nemet an dienez re vras, hag a deu dre leziregez, a gement a zo mezus, abalamour ne gouez enni nemet an dud lôsk ha didalve.

Jezuz a dremenas laouen e yaouankis en ti-labour Jozef ; n’eo ket an danve hag ar renk eo a lak an den da vezan eürus ha galloudus war an douar-man !

Jozef, koulskoude, ne welas ket ar vrud eus e vab o vont ’mesk an dud. Arôk m’en em lakas Jezuz da embann an Aviel, Jozef a dremenas etre e zivrec’h ha re Mari hag e tiskennas da gaout an eneou mat, maro abaoue ar penn kentan eus ar bed : « Tridet, emezan, ha bezet el levenez ; me ’m eus gwelet ar gliz o tiskenn eus an nenv ; me ’m eus gwelet an Hini a c’hortozet, mab bihan David, krouadur binniget ar Werc’hez, an Hini zo digaset evit bezan hon Hanterour hag hon Dasprener, Jezuz-Krist, Salver ar bed. »

Sant Jozef, abalamour d’ar maro kaer en deus bet, a zo lezhanvet « Patron ar maro mat », hag abalamour m’eo bet, war an douar-man, mirer ar Mabig Jezuz, ha ma tiframmas anezan digant ar maro, Pi IX, d’an 8 a viz kerzu 1870, hen c’hemeras da batron an Iliz hag a c’hourc’hemennas ober Gouel sant Jozef, patron an Iliz, d’an trede zul goude Pask.

————


KENTEL


Ar maro mat


Tremen a ra pep tra ; endro d’imp, an deliou melen a gouez da rei o flas d’ar re neve ; dreistomp, ar stered a varv, an eil goude eben, en donder an nenv ; an dud, kouls hag an treo, a dremen ive. Ar Spered-Santel hel lavar d’imp : « An den, emezan, a vev nebeut amzer hag a dremen evel eur skeud, eul luc’heden, eur bouilh-moged ; evel eur vleunien a zigor diouz ar beure, a ve en he c’haeran da greiste hag a ve goenvet ha flastret etre dreid, a-benn an noz.