Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/223

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 Meurz
223
sant jozef oriol

————


KENTEL


Hent ar gêr


Ni eo bugale ar zent ; hon zud koz a zo er baradoz, ha ma fell d’imp en em gaout el lec’h m’emaent, e tleomp bale war o roudou.

Arabad d’imp kredi, war digare ma zo eleiz a neventiou o tont en hon amzer, e teufed a benn da zigeri ive eun hent neve da vont d’ar baradoz, frankoc’h evit an hini heuilhet betek hen. Nan, an dra-ze n’en em gavo biken. Hent an eürusted a chomo sonn ha tenn bepred, hag an dud a benn hag a galon, ar re-ze hepken a raio anezan.

Kerzomp gant prez etrezek kêr an nenv, hep koll hon amzer war an douar. An deveziou eo ar moneiz a dalvezo d’imp da brenan hon c’hador hag hon c’hurunen er baradoz.




Pevare devez warn-ugent a viz Meurz


SANT SIMEON
Ar bugel merzer (1472-1475)


Sant Simeon
Sant Simeon


Simeon a c’hanas en kêr Trant, en Itali, d’ar 26 a viz du 1472. E dad Andre hag e vamm Mari a oa paour ha kristen. Er bla 1475, Judevien Trant o vean c’hoantaet kaout eur bugel da lazan gant goueliou Pask, unan aneze, Tobias, a oe karget d’ober al laeraden. Kouezan a reas war ar paour-kez Simeon, a oa koant evel eun êl, d’ezan hepken nao miz warn-ugent nemet-tri devez, ha diwar dreujou ti e dud, e sammas anezan hag e kasas anezan didrous da di eun den hanvet Samuel, elec’h m’oa bodet holl Judevien kêr.

Kalonou ar bleidi goue-ze a dridas, o welet an oan dic’halloud a oa etre o daouarn. D’ar Yaou-Gamblid, diouz an noz, eur pôtr koz, e hano Moyzez, a gasas ar c’hrouadur d’an ti-bidi. Eno e oe diwisket, ha gant aon na vije klevet e griadennou, e stardas d’ezan e c’houg, ha, goude bezan grêt warnan lidou hudur, e troc’has e zioujod.

Pep-hini eus ar re oa eno a gemeras eun tamm eus ar c’hig beo-ze da zibri, hag eur banne eus ar gwad fresk-ze da evan. Pa o devoe bet an holl pep-hini e walc’h, Moyzez lakas ar bugel en e zav, hag hen dija hanter-varo,