Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/227

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Meurz
227
gouel ar c'helou mat

an eil war c’horre eben. An hini dindan douar eo ar zantelan, ar gwellan dalc’het hag ar braoan kempennet. War ar vein marbr a zo oc’h ober he leuren, e lenner ar ger-man : « Et Verbum caro factum est : Mab Doue a zo en em c’hrêt den. »

Mes n’eo ket red mont d’ar Galile, evit kaout treo da zigas sonj d’imp eus burzudou dispar Nazareth. Tôlennou a zo dre holl, a weler warneze ar Werc’hez Vari daoulinet er beden, ha diraki, en e zav, an êl Gabriel, eul lilien wenn gantan en e zorn. Eur gouel a rêr bep bla, en miz meurz, hag an Anjelus a zon ter gwech bemde en o enor.

————


KENTEL


An Ave Maria hag an Anjelus


Burzud Mab Doue en em c’hrêt den en korf ar Werc’hez Vari a ve digaset sonj anezan, alïesoc’h eget bemde, dre an Ave Maria ha dre an Anjelus.

I. — An Ave Maria eo ar gaeran peden en enor d’ar Werc’hez, evel m’eo ar Bater ar gaeran peden en enor da Zoue.

Al loden gentan eus an Ave Maria a zo enni komzou an èl Gabriel ha re santez Elisabeth. An eil loden n’eus enni nemet komzou an Iliz savet ganti en Ephes, er bla 431, pa oe kondaonet, Nestorius.

II. — An Anjelus a zo, evel pa lavarfen, eur ganaouen, tri goublad enni, gant an Ave Maria da ziskan ; ar pab Yan XXII eo en deus hen savet (1316-1334).

Er bla 1095, ar pab Urban II, pa deuas da Glermont da embann brezel ar Groaz, a alias ar gristenien da lavaret ter Ave Maria, ouz son ar c’hloc’h, bep noz, evit tennan bennoz ar Werc’hez war ar groazourien : setu penôs e teuas ar c’hiz da zon kloc’h an noz.

Er bla 1368, e teuas ar c’hiz da zon kloc’h an de. D’an de kentan a viz mae 1472, ar roue Louis XI a c’hourc’hemennas son ar c’hloc’h, da greiste, dre ar Frans a-bez, en enor d’ar Werc’hez ; setu penôs eo bet deut, a nebeudou, ar c’hiz dre ar bed kristen da zon ar c’hleier ter gwech bemde en enor da Vamm Doue.

Pa glevas, evit ar wech kentan, salud an èl Gabriel, e konsevas Mab Doue en he c’horf sakr, ha breman, bep gwech ma sav betek enni, eus an douar, ar memes komzou, he c’halon a drid gant levenez o sonjal en heur vurzudus ma teuas da vezan merc’h muian-karet Doue an Tad, pried ar Spered-Santel ha mamm Salver ar bed.