Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
26 Meurz
sant ludjer


C’houec’hvet devez warn-ugent a viz Meurz


SANT LUDJER
Kentan Eskob Munster



Ludjer, skolaet gant daou veleg, gant Gregor, abad Sant-Yan Utrecht, eur zant, ha gant Alcuin, kelenner bras York, eun doktor, a oe e-unan eur beleg, eur zant hag eun doktor.

Goude bezan prezeget ar fe, epad seiz vla, er Friz, etouez e genvroïz, en devoe an dristidigez, pa oa e had o tiwan, da welet eur bagad Sôzon goue o sailhat war e vro hag o tismantr, dre an tân hag ar c’hleze, kement tra en devoa grêt.

Neuze ec’h eas da Rom hag e vevas tri bla en manati Mene-Kasin. Pa gouezas ar Friz etre daouarn Charlemagn, an impalaer hen galvas da vont er vro neve gonezet gantan, da ziazezan enni rouantelez Jezuz-Krist.

Senti a reas, ha dreist-muzul eo ar vad a reas. Pa deuas, dre hirr amzer, Charlemagn a benn eus ar Zôzon, e c’hoantaas e vije Ludjer adarre o abostol, hag e reas e henvel kentan eskob Munster.

Dre gement lec’h ma tremene, e save ilizou. Etouez ar vugale a gatekize, e klaske ar re speredekan hag ar re furan, hag e rene aneze war hent ar velegiaj. Madoberus, distag diouz pep tra, evit gallout karet Doue dreist pep tra, e tôle e zanve en barlen ar beorien. E vadelez a oa dispar, ar pez ne vire ket outan da vezan enebour touet kement hini a glaske noazout ouz gwiriou an Iliz.

E c’halloud a oa dreist hini an den, ar pez a verke d’an holl e oa Doue a-du gantan. Kerzet a rê eus an eil keriaden d’eben, o prezek en pep-hini aneze. Eun devez e oe digaset d’ezan eun den dall, e hano Bernlef, karet meurbed gant e genvroïz, abalamour ma ouie kanan gwerziou an amzer goz, komzou enne eus brezeliou ar rouaned gwechall.

Ar zant a reas d’ezan dizrei an de war-lerc’h, ha goude bezan grêt d’ezan kovez, e reas sin ar groaz war e zaoulagad hag e c’houlennas outan ha gwelet a rê eun dra bennak.

An den dall a welas da gentan dorn an eskob, ar gwe ha toennou an tier, hag en em dôlas da drugarekât e vadoberour.