« Deomp, emezi d’eur wreg a roë dorn d’ezi d’ober ar vad, deomp d’ober hon zro d’an hospital ; marteze e kavfomp eno Jezuz-Krist en renk ar beorien. »
Da gement klanvour a wele, e roë eun dra bennak evit o lakat da zigemer gwelloc’h he c’homzou ha da c’houzanv o foaniou gant muioc’h a basianted. Evelse e tremenas ar blaveziou divezan eus he bue.
Ar maro a skoas anezi ar 4 a viz genver 1309. He c’homzou divezan a oe :
« Etre ho taouarn, o ma Doue, e c’hourc’hemennan ma ene ! »
Miret a rer c’hoaz he relegou, en de a hirie, en Foligno, en iliz tadou sant Fransez.
Ar zantez-man, da gentan, ne grede ket anzav he fec’hejou ouz he c’hovezour. Kalz a dud a zo hag a c’hoarve kemend-all gante, hag o deve, o tont eus ar gador-govez, eur pec’hed muioc’h evit m’o devoa o vont ebarz.
Tudigou dall ha dinerz, eo truezus o doare hag eo mat pedi evite.
Ar beleg, er gador-govez, eo Doktor, Barner ha Medisin an ene.
Penôs e c’hallo an Doktor-ze sklerijenni ho spered, ma n’hen digoret ket d’ezan ?
Penôs e c’hello ar Barner-ze barn hoc’h afer, ma n’hen dispaket ket dirakan ?
Penôs e c’hello ar Medisin-ze parean ho kouliou, ma n’o diskouezet ket d’ezan ?
Ar beleg, er gador-govez, a zo eun den, n’e ket eul êl eo ; eun den evel an hini a zo daoulinet en e gichen, hag anaout a ra eta ar pez a zo en den.
Ar beleg, er gador-govez, a zo eun tad, hag an hano-ze hepken a ve roët d’ezan. Seul-vui eta e vo gouliet ar bugel a deuio d’e gaout, ha seul-vui a ijin hag a galon e lako d’e louzaoui ha d’e barean.
Perak kât aon outan ?
Ar beleg, er-mêz eus ar gador-govez, a zo mut. N’hall ket, anezan e-unan, dizrei war ar pez an eus klevet, goude, zoken, ne vefe o komz gantan nemet an hini a zo o paouez bezan bet gantan o kovesât.
Perak kaout aon outan ?
Ar pec’hejou anzavet a dec’h diouz an ene, ha Doue a gemer ar plas, ha gant Doue, pep madelez.
Ar pec’hejou nac’het a zo ken alïes a brenv a grign ar galon, ken alies a ven-milin a wask ar penn. Perak chom dindan ar bec’h-ze, p’eo ken êz da zizamman ? Perak chom gant ar c’hrign-bev-ze, p’eo ken êz-all ’n em zizober dioutan ?